Levr Izaia 42:6
Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, hag hé zaspréner, Aotrou ann arméou: Mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 26:3Mé eo ann Aotrou a vîr anézhi; hé doura a rinn bépréd; gan̄d aoun na vé gwallet, é virann anézhi nôz-deiz.
Isaiah 41:13Mé eo a zô adaleg ar penn-ken̄ta, ha dén na hell tenna ar péz a zô em dourn. Mar grann eunn dra, piou a harzô ouz-in?
Isaiah 43:1Ével-henn é lavar ann Aotrou da Zirus va C’hrist, em euz kéméret dré hé zourn, évit lakaad da bléga dira-z-han̄ ar brôadou, ha lakaad ar rouéed da drei hô c’hein; évid digeri ann ôriou dira-z-han̄, ha na vézô serret pors é-béd.
Isaiah 49:1Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a heûl ar reizded, hag a glask ann Aotrou; arvestit ar méan a béhini oc’h bét trouc’het, hag ar poull doun a béhini oc’h bét tennet.
Isaiah 49:8Râg ével eur zaé é vézin̄t débret gan̄d ar prén̄ved, ével ar gloan é vézin̄t kriñet gan̄d ann tartouz; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a badô da vikenn.
Isaiah 60:1Na davinn két enn abek da Zion, na éhaninn két enn abek da Jéruzalem, kén n’en em ziskouézô hé dén reiz ével eur skéd, kén na losko hé Salver ével eur c’hleûzeur.