Levr Izaia 42
1Ha bréma sélaou, Jakob va servicher, ha té, Israel péhini em euz dilennet.
2Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz da c’hréat ha da zoaréet, ha da skoazellet adalek kôv da vamm: n’az péz két a aoun Jabob, va servicher, na té, péhini a zô ker reiz, hag em eûz dilennet.
3Râk mé a skuḻô ann douréier war douar séac’h, hag ar steriou war ann douar dizec’het; skuḻa a rinn va spéred war da wenn, ha va bennoz war da géf.
4Hag hî a greskô é-touez ar géot, ével ann halek war harz ann douréier réd.
5Unan a lavarô: D’ann Aotrou ounn; eunn all en em veûlô gan̄d hanô Jakob; eunn all a skrivô gan̄d hé zourn: D’ann Aotrou ounn; hag hén̄ a gémérô hanô Israel.
6Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, hag hé zaspréner, Aotrou ann arméou: Mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun.
7Piou a zô hén̄vel ouz-in? Ra c’halvo, ha ra ziouganô; ra zisplégô reiz ar béd, hag ar péz em eûz great adaleg ar penn ken̄ta é kén̄ver va fobl; ra ziouganô d’ézhô ann traou da zon̄t, hag ar péz a dlé da c’hoarvézout.
8N’hô pézet két a aoun, ha na vézit két saouzanet: a neûzé em euz rôet da anaout kémen̄t-sé d’é-hoc’h, hag em eûz hé ziouganet; c’houi éo va zestou; hag eunn Doué all a zô néméd-oun, hag eur c’hrouer ha na anavézann két?
9Ar ré holl péré a ra idoloû n’in̄t nétrâ, hag ar ré vrûdéta anézhô a vézô didalvez évit-hô; hag hî a zô tést hô-unan enn hô méz, pénaoz hô idolou na wélon̄t, na na boellon̄t.
10Piou a zoaré eunn doué, hag a deûz eur skeûden ha n’eo mâd da nétrâ?
11Chétu ar ré holl a rô lôd eûz al labour-zé a vézô mézékéet; râg ar ré hô grâ n’in̄t némét tûd; r’en em strollin̄t, ra zavin̄t holl, hag é vézin̄t spoun̄tet, hag é vézin̄t mézékéet kévret. 19 Ar gôf a labour gan̄d al lîm: lakaad a râ ann houarn er glaou, hag é toaré anézhan̄ gan̄d ar morzol; gan̄d holl ners hé vréac’h é labour: naoun en dévézô kén na zielc’ho, na évô két a zour, hag é fatô.
13Ar béner-koad a astenn hé linen; hé zoaréa a ra gan̄d ar vouc’hal; hé éeuna a ra gan̄d ar skouér, ha gan̄d ar c’hompez é rô ann drô d’ézhan̄; ôber a ra skeûden eunn dén, hag ar c’haéra ma hell, hag hel laka enn eul lôgel.
14Ar gwéz-sedr a ziskâr; eur c’hlaziennen a gémer, pé eur wézen dérô a oa savet é-touez gwéz ar c’hoat, pé eur wézen bîn a oa bét plan̄tet gan̄d eur ré, hag a zô bét maget gan̄d ar glaô.
15Da ôber tân d’ann dén in̄t mâd; hé-unan en deûz kéméret lôd anézho évit tomma; lôd en deûz lékéat énn tân évit poaza hé vara; gan̄d ann dilerc’h é râ eunn doué, hag éc’h azeûl anézhan̄; ar skeûden en deûz kizeliet, hag hén̄ a stou dira-z-hi.
16Gan̄d ann han̄ter eûz ar c’hoat en deûz gréat tân, gan̄t lôd eûz ann han̄ter all en deûz poazet kik ha darévet iod, kén n’en deûz bét hé walc’h, tommet en deûz, hag en deûz lavaret: Mâd, tomm eo d’in, tân mâd em eûz gréat.
17Gan̄d ann dilerc’h anézhan̄ en deûz gréat eunn doué hag eur skeûden kizellet; stouet en deûz eo dira-z-hi, hé azeûlet en deûz, hag hé fédet, ô lavarout: Dieûb ac’hanoun, râk va Doué oud.
18Na ouzon̄t, na na boellon̄t nétra: kenn téô eo hô zévalien, na wél két hô daoulagad, ha na boell két hô c’haloun.
19Na zistrôon̄t két d’hô-unan; na ouzon̄t, na na vennon̄t da lavarout: Tân em eûz gréat gan̄d ann han̄ter; war hé c’hlaou em eûz poazet bara, poazet em eûz kik em eûz debret; ha gan̄d ann dilerc’h é rinn eunn idol? Hag é stouinn dirâg eur c’héf koat?
20Lôd eûz ar c’hoat a zô éat é ludu, hag hé galoun diskian̄t a azeûl égilé, ha na zieûb két hé éné hé-unan, ha na lavar két: Labour va dourn n’eo néméd eur gaou.
21Az péz koun eûz a gémen̄t-man̄, Jakob hag Israel, râk va zervicher oud; da c’hréat em eûz, va zervicher oud, Israel, na an̄kounac’ha két ac’hanoun.
22Lamet em eûz da fallagriézou ével eur goabren, ha da béc’hejou ével eur vrumen; distro étrézég énn-oun, râk da zasprénet em eûz.
23Meûlit, én̄vou, râg ann Aotrou en deûz gréat trugarez; tridit pennou ann douar; embannit hé veûleûdi, ménésiou, koajou hag hoc’h holl wéz; râg ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob, ha lékéat en deûz hé c’hloar enn Israel.
24Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz da zasprénet, péhini en deûz da zoaréet é kôv da vamm: Mé eo ann Aotrou a râ pép-trâ, a astenn ann én̄vou va-unan, a starta ann douar, ha dén gan-én̄.
25Mé eo a laka da véza didalvez arouésiou ann diouganérien; a laka da ziskianta ann divinerien; a ziskar skian̄t ar ré fûr; hag a laka hô gwiziégez da drei é follen̄tez.
26Mé eo a zéven gér hé zervicher, hag a gâs da benn kuzul hé gannaded; a lavar da Jéruzalem: Tûd a zeûiô enn-oud; ha da geriou Juda: Savet é viot a-névez, hag é savinn hô tizeriou;
27A lavar d’al loun̄k: Béz séac’h, hag é tizec’hinn hé steriou;
28A lavar da Zirus: Va méser oud, hag é sévéni va holl ioul; a lavar da Jéruzalem: Savet é vézi a-névez; ha d’ann templ: Diazezet é vézi a névez. ———— XLV. PENNAD. Ann Aotrou anavézet gan̄d ann holl vrôadou.