Levr Izaia 43:17
Israel a zô bét salvet gan̄d ann Aotrou gan̄d eur silvidigez peûr-baduz: na viot két mézékéet, ha na rusiot két a-héd ar c’han̄tvédou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 4:16Ha Barak a iéaz war-lerc’h ar c’hirri hag ann armé bétég Haroset, kéar ar brôadou; hag ann holl rumm énébourien a gouézaz hag a oé lazet.
Psalms 76:5Hag ar ré holl a oa diskian̄t a galoun a zô bét reûstlet. Kousket in̄t enn hô hûn; hag ann holl dûd pinvidik-zé n’hô deûz kavet nétrâ enn hô daouarn.
Isaiah 1:31Hô nerz a vézô ével stoup séac’h, hag hô labour ével eunn elven dân: kregi a rai ann tân enn-hô enn eunn taol, ha na vézô dén évid hé vouga. ———— II. PENNAD. Distôlet é vézô tî Jakob.
Ezekiel 38:8Goudé kalz deisiou é vézi emwélet; er bloavésiou divéza é teûi enn eunn douar, a zô bét dieûbet eûz ar c’hlézé, a zô bét strollet eûz a veûr a bobl war vénésiou Israel, péré a oa bét didûd a-vépréd; ar ré-zé a zô bét digaset eûz a douez ar boblou, hag a choum enn douar-zé gan̄t fisian̄s.