Levr Izaia 43
1Ével-henn é lavar ann Aotrou da Zirus va C’hrist, em euz kéméret dré hé zourn, évit lakaad da bléga dira-z-han̄ ar brôadou, ha lakaad ar rouéed da drei hô c’hein; évid digeri ann ôriou dira-z-han̄, ha na vézô serret pors é-béd.
2Mé a iélô enn da raok; tûd rôk ann douar a vuélinn; ar persier arem a dorrinn, hag ar sparsou houarn a vrévinn.
3Rei a rinn d’id ann ten̄zoriou kuzet, hag ar ré guzéta; évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz da c’halvet dré da hanô.
4Enn abek da Jakob va zervicher, ha da Israel va dilennet, em eûz da c’halvet dré da hanô; da les-hanvet em eûz ha n’éc’h eûz két va anavézet.
5Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd: n’eûz kén Doué néméd-oun; da c’hourizet em eûz, ha n’éc’h eûz két va anavézet,
6Évit ma wezô ann holl, adaleg ar sâv-héol, bétég ar c’hus-héol pénaoz n’eûz Doué é-béd néméd-oun. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz két eunn all,
7Péhini a zoaré ar goulou, hag a ra ann dévalien, a râ ar péoc’h, hag a ra ar poaniou; mé eo ann Aotrou a râ kémen̄t-sé.
8En̄vou, skuḻit hô klîz diouc’h kréac’h, ha ra gouézô ann dén-reiz é-giz glaô eûz ar c’hoabr; ra zigorô ann douar, ha ra lakai da ziwana ar salver; râ zavô kévret ar reizded. Mé eo ann Aotrou em eûz hé grouet.
9Gwâ ann dén a éneb oud hé grouer, hén̄ péhini n’eo néméd eul léstr prî. Hag ar prî a lavar d’ar pôder: Pétrâ a réz-te? Hag hép daouarn eo bét gréat da labour?
10Gwâ ann hini a lavar d’hé dâd: Pérâg éc’h eûs-té va en̄géhen̄tet? Ha d’hé vamm: Pérâg éc’h eûs-té va ganet?
11Ével-henn é lavar ann Aotrou, san̄t Israel, hag ann hini en deûz hé c’hréat: Grît goulennou ouz-in diwar-benn ann traou da zon̄t, grît gourc’hémennou d’in é-kén̄ver va bugalé, hag é-kén̄ver labour va daouarn.
12Mé eo em eûz gréat ann douar, ha mé eo em eûz krouet ann dén war-n-ézhan̄; va daouarn hô deûz astennet ann én̄vou, ha d’hô holl armé em eûz gourc’hémennet.
13Mé eo a zavô anézhan̄ évid ar reizded, hag a lakai hé holl hen̄chou da véza éeun; hén̄ a zavô va c’héar, hag a zieûbô va sklaved, hag hép gôbr na rôou, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
14Ével-henn é lavar ann Aotrou: Labourerien ann Éjipt, ha marc’hadourien ann Étiopia, ha tûd braz Saba a zeûi d’az kavout, hag hî a vézô d’id; war da lerc’h é teûin̄t, gan̄d chadennou oud hô daouarn é kerzin̄t; stoui a rain̄t dira-z-od, hag é pédin̄t ac’hanod, ô lavarout: N’eûz a Zoué némét gan-éz, ha n’eûz Doué all é-béd néméd da hini.
15Té eo évit-gwîr ann Doué kuzet, Doué Israel, ar Salver.
16Ar ré hô deûz gréat fazi a zô bét mézékéet, hag hî holl hô deûz rusiet; éat in̄t kévret gôlôet a véz.
17Israel a zô bét salvet gan̄d ann Aotrou gan̄d eur silvidigez peûr-baduz: na viot két mézékéet, ha na rusiot két a-héd ar c’han̄tvédou.
18Râg ével-henn é lavar ann Aotrou péhini en deûz krouet ann én̄vou, ann Doué péhini en deûz krouet ann douar, en deûz hé zoaréet, en deûz hé c’hréat: n’en deûz két hé grouet enn-aner; évit ma choumché tûd war-n-ézhan̄ en deûz hé c’hréat. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd.
19N’em eûz két komzet é-kûz, enn eul léac’h téval eûz ann douar. N’em eûz két lavaret da wenn Jakob: Klaskit ac’hanoun enn-aner; mé eo ann Aotrou a rô da anaout ar reizded, hag a embann ann éeunder.
20En em strollit, ha deûit, ha tôstait kévret, c’houi péré a zô bét savétéet é-touez ar brôadou; diwiziek eo ar ré péré a zâv hô c’hizelladur koat, hag a béd eunn doué ha na hell két hô savétéi.
21Kélennit, ha deûit, hag en em guzulit kévret; piou en deûz rôet da anaout kémen̄t-sé adaleg ar penn-ken̄ta, ha piou en deûz hé ziouganet ken̄t? Ha né két mé ann Aotrou, ha Doué all a zô néméd-oun? Mé eo ann Doué reiz, ha n’eûz Salver é-béd néméd-oun.
22Trôid ouz-in eûz a holl bennou ann douar, hag é viot salvet; râk Doué ounn, ha n’euz hini all é-béd.
23Dré z-oun va-unan em eûz touet, ar gér a reiz-zé a zô éat er-méaz eûz va génou, ha na zistrôi mui: 21 Pénaoz pép glîn a blégô dira-z-oun, ha pép téôd a douô dré-z-oun.
25Ha pép-hini a lavarô: Eûz ann Aotrou é teû va reizded ha va ners; ar ré holl péré a énébé out-han̄ a zeûi étrézeg enn-han̄, hag a vézô mézékéet.
26Enn Aotrou a vézô didamallet ha meûlet holl wenn Israel. ———— XLVI. PENNAD. Ann Aotrou eo ar gwîr Zoué hép-kén.