Levr Izaia 46:11
Enn abek d’in, enn abek d’in her grinn, évit na vézô két drouk-prézeget ouz-in; ha na rôinn két va gloar da eunn all.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:2Ével-henn é lavar Sirus, roué ar Bersied: Ann Aotrou, Doué ann én̄v, en deûz roet d’in holl rouan̄télésiou ann douar; hag hen̄ en deûz gourc’hémennet d’in ma zavchenn eunn tî d’ézhan̄ é Jéruzalem, a zô er Judéa.
Psalms 76:10Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.
Isaiah 10:12Chétu pétrâ a c’hoarvézô: Pa en dévézô ann Aotrou sévénet hé holl ôberiou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, é emwélinn frouez kaloun balc’h ar roué Assur, ha gloar uc’helded hé zaoulagad.
Isaiah 14:24Aotrou ann arméou en deûz touet, ô lavarout: Ével ma em eûz mennet é c’hoarvézô; ar péz em eûz lékéat em penn a vézo gréat.
Isaiah 21:7Ha da wella draon̄iennou a vézô leûn a girri, hag ar varc’héien a ziazézô hô c’hamp oud da bors.
Isaiah 38:15Chétu ar brôadou a zô ével eur banné dour a gouéz euz ar zâḻ, hag ével eur c’hreunennik enn eur valan̄s; chétu ann énézi a zô ével eur boultrennik.