Levr Izaia 46
1Sélaouit kémen̄t-man̄, tî Jakob, c’houi péré a zo galvet dré ann hanô a Israel, hag a zô savet eûz a zouréier Juda, c’houi péré a dou dré hanô ann Aotrou, hag hoc’h eûz koun eûz a Zoué Israel, nann er wirionez, nag er reizded.
2Râg eûz ar géar zan̄tel hô deûz kéméret hô hanô, hag en em harpet in̄t war Zoué Israel, péhini a zô hé hanô Aotrou ann arméou.
3Ann traou ken̄t em eûz dioûganet a neûzé, hag hî a zô deûet er-méaz eûz va génou, ha mé em eûz hô rôet da glévout: enn-eunn-taol in̄t bét gréat gan-én̄, hag hî a zô bét sévénet.
4Rak mé a wié pénaoz oud kalet, pénaoz da c’houzoug a zô evel eur varren houarn, ha da dâl ével arem.
5Hé ziouganet em eûz d’id a neûzé; hé rôet em eûz da anaout d’id abarz ma teujé, gan̄d aoun na lavarjez: Va idolou eo hô deûz gréat kémen̄t-sé, va skeûdennou kizellet, va skeûdennou teûzet eo hô deûz gourc’hémennet kémen̄t-sé.
6Kémen̄d éc’h eûz klévet, gwél-hi holl; hôgen, c’houi, ha diouganet hoc’h eûz? Traou névez a rôinn da anaout d’id bréma, traou kuzet, ha na anavézez két.
7Bréma hô grann, ha nann a gen̄t: na oan̄t két abarz ann deiz-man̄, ha n’az pôa két klévet hanô anézhô, gan̄d aoun na lavarjez: Chétu mé hô gwié.
8N’éc’h eûz két hô c’hlévet, n’éc’h eûz két hô anavézet, ha né két digoret da skouarn a vréma; râk mé a oar évit-gwîr pénaoz é vézi eunn dén fallakr; hag adalek kôv da vamm em eûz da c’halvet torrer va lézen.
9Enn abek d’am hanô é pellainn va frouden; hag em meûleûdi é likiinn eur vesken did, gan̄d aoun na varvchez.
10Chétu em eûz da c’hlanet enn tân; nann ével ann arc’han̄t; da zilennet em eûz é fournigel ar baourentez.
11Enn abek d’in, enn abek d’in her grinn, évit na vézô két drouk-prézeget ouz-in; ha na rôinn két va gloar da eunn all.
12Sélaou ac’hanoun, Jakob, ha té, Israel, péhini a c’halvann; mé eo, mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza.
13Va dourn eo en deûz diazézet ann douar, va dourn déou eo en deûz men̄tet ann én̄vou,; mé hô galvô, hag hî a zavô kévret.
14En em strollit holl, ha sélaouit: Piou anézhô en deûz diouganet kémen̄t-sé? Ann Aotrou en deûz hé garet; hé ioul a rai é Babilon, hag hé vréac’h é-vézô war ar C’haldéed.
15Mé eo, mé eo em eûz komzet, hag em eûz hé c’halvet; hé zigaset em eûz, hag éeunet eo bét hé hen̄t.
16Tôstait ouz-in, ha sélaouit ann dra-man̄: Adaleg ar penn ken̄ta n’em eûz két komzet é-kûz; enn amzer ma eo c’hoarvézet, édounn énô; ha bréma ann Aotrou Doué hag hé spéred en deûz va c’haset.
17Ével-henn é lavar ann Aotrou da zaspréner, san̄t Israel: Mé eo ann Aotrou, da Zoué, a zesk d’id ann traou talvouduz, a rén ac’hanod enn hen̄t é péhini é kerzez.
18A-ioul az pijé heûliet va gourc’hémennou; da béoc’h a vijé deûet ével eur ster, ha da reizded ével koummou ar môr.
19Da wenn a vijé deûet ével ann tréaz, ha frouez da gorf ével hé villigou; na vijé két bét dispennet, hag hé hanô na vijé ket bét lamet a zira-z-oun.
20Id er-méaz eûz a Vabilon, tec’hid diouc’h ar C’haldéa; tridit ha rôid da anaout ar c’hélou-zé; embannit-hô bété penn ar béd. Livirit: Ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob hé zervicher.
21N’hô deûz két bét séc’hed enn distrô, pa en deûz hô digaset; tennet en deûz dour évit-hô eûz ar méan; faoutet eo bét ar méan gan̄t-han̄, hag ann dour a zô rédet.
22N’eûz kéd a béoc’h évid ar ré fallagr, émé ann Aotrou. ———— XLIX. PENNAD. Ar Mési distolet gan̄d Israel, ha kaset d’ar brôadou.