Levr Izaia 49:11
Ével-sé ar ré a vézo bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, a zistrôi, hag hi a zeûi da Zion enn eur gana; eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou, al lîd hag al laouénidigez a vézô gan̄t-hô, ar boan hag ar c’heinvan a dec’hô diout-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And I will make all my mountains a way, and my highways shall be exalted.
In Context
Cross References
Psalms 107:4Kan̄tréet hô deûs enn distrô, é lec’hiou dizour; n’hô deûz két kavet a hen̄t évit mont da eur géar é péhini é helchen̄t choum.
Isaiah 11:16Hag eunn hen̄t a vézô enn-hi évit ar re eûz va fobl a vézô tec’het diouc’h ann Assiried, ével ma oé kavet évid Israel, enn deiz é péhini é piñaz eûz a zouar ann Éjipt. ———— XII. PENNAD. Kanaouen a drugarez évid ann dieûb eûz a Israel hag eûz a Juda.
Isaiah 40:3Na dorrô két ar gorsen diskaret, ha na vougô kéd ar boulc’hen a zivôgéd; er wirionez é rôi ar varn.
Isaiah 57:14Ar varnédigez é deuz trôet hé c’hein d’é-omp hag ar reizded a zô éat pell: râk diskaret eo bét ar wirionez el leûr-géar, hag ann éeunded n’en deûz két géllet mon̄d enn-hi.
Luke 3:4Ével ma eo skrivet é Levr lavariou ar Profed Izaiaz: Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô: Aozid hen̄d ann Aotrou: grît ma vézô éeun hé wénodennou: