Levr Izaia 49
1Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a heûl ar reizded, hag a glask ann Aotrou; arvestit ar méan a béhini oc’h bét trouc’het, hag ar poull doun a béhini oc’h bét tennet.
2Arvestit Abraham hô tâd, ha Sara péhini é deûz hô kanet; râg hé c’halvet em eûz hé-unan, hé venniget em eûz, hag hé gresket em eûz.
3Dré-zé ann Aotrou a zic’hlac’harô Sion, hag a zic’hlac’harô hé holl zizériou; hén̄ a drôi hé zistrô enn eul léach dudiuz, hag hé léac’h didûd enn eul liors d’ann Aotrou. Kavet é vézô enn-hî al lévénez hag al lîd, ann trugarézou hag ar c’hanaouennou a veûleûdi.
4Sélaoûit ac’hanoun, va fobl; va brôad, rôit skouarn d’in; râg al lézen a zeûi ac’hanoun, ha va barn a vézô da c’houlou ha da éhan d’ar boblou.
5Tôst eo va dén-reiz, er-méaz eo deûet va Zalver, ha va divrec’h a varnô ar boblou; ann énézi a c’hortozô ac’hanoun, hag a lakai hô géd em bréac’h.
6Savit hô taoulagad étrézég ann én̄v, hag izélait-hô étrézég ann douar: râg ann én̄v a ziaézô ével ar môged, hag ann douar a iélô é poultr ével eur zaé; hag ar ré a choum war-n-ézhan̄ a iélô-da-nétra ével-t-han̄; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a vézô dizivez.
7Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a anavez ar reizded; c’houi, va fobl, péré hoc’h eûz va lézen enn hô kalounou; n’hô pézet két a aoun râk dismégan̄s ann dûd, ha na zoujit két hô drouk-prézégou.
8Râg ével eur zaé é vézin̄t débret gan̄d ar prén̄ved, ével ar gloan é vézin̄t kriñet gan̄d ann tartouz; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a badô da vikenn.
9Sâv, sâv, kémer da ners, bréac’h ann Aotrou; sâv ével enn deisiou kôz, ével é penn ar béd. Ha né két té éc’h eûz skoet gan̄d ann dén rôk, hag éc’h euz glazet ann aérouan̄t?
10Ha né két té eo éc’h eûz dizéc’het ar môr, ha douréier al loun̄k brâz; éc’h eûz gréat eunn hen̄t é gwéled ar môr, évit ma trémenché ar ré éz pôa dieûbet.
11Ével-sé ar ré a vézo bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, a zistrôi, hag hi a zeûi da Zion enn eur gana; eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou, al lîd hag al laouénidigez a vézô gan̄t-hô, ar boan hag ar c’heinvan a dec’hô diout-hô.
12Mé, mé va-unan eo a zizoaniô ac’hanoc’h: piou oud-dé évit m’az pé aoun rag eunn dén marvuz, râk mab ann dén a zizéc’hô ével ar géot?
13Ha té éc’h eûz an̄kounac’héet ann Aotrou da grouer, péhini en deûz astennet ann én̄vou, ha diazézet ann douar? Hag éc’h eûz krénet bépréd dirâk frouden ann hini a heskiné ac’hanod, hag a oa daré d’az kolla: péléac’h éma bréma frouden da heskiner?
14Ann hini a gerz da zigéri a zeûi abarz némeûr, n’hô lézô két da vervel bétég ann divéza, hag hé vara na ziouerô két.
15Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, péhini a géflusk ar môr, hag a laka ar c’hoummou da zével: Aotrou ann arméou eo va hanô.
16Lékéat em eûz va gériou enn da c’hénou, ha dindân skeûd va dourn em euz da warézet, évit ma plan̄ti ann én̄vou, ma tiazézi ann douar, ha ma liviri da Zion: Va fobl oud.
17Dihun, dihun, sâv, Jéruzalem, té péhini éc’h eûz évet eûz a zourn ann Aotrou kôp hé vuanégez: bété gwéled kôp ar mored éc’h eûz évet, bétég al lec’hid éc’h eûz sunet.
18Eûz ann holl vugalé é deûz ganet, n’eûz hini a gémen̄t a harpé anézhi: hag eûz ann holl vugalé é deûz maget, n’eûz hini a gémen̄t a astenfé hé zourn d’ézhi.
19Daou dra zô hag a gouézô war-n-od: piou en dévézô truez ouz-id? Ar gwastadur, hag ann disman̄tr, ann naounégez, hag ar c’hlézé: piou a zic’hlac’harô ac’hanod?
20Da vugalé a zô kouézet; gourvézet in̄t é penn ar ruou ével eunn tarô gouéz enn eul lindâg: gwalc’het in̄t bét gan̄t buanégez ann Aotrou, gan̄t kélen da Zoué.
21Râk-sé sélaou kémen̄t-man̄, paour kéaz; hag en em vezv; nann gan̄t gwîn.
22Ével-henn é lavar ann trec’her, ann Aotrou, da Zoué, péhini a stourmô évid hé bobl: Chétu é tenninn eûz da zourn kôb ar môred, kôp va buanégez éc’h eûz évet bétég al lec’hid; na évi mui anézhan̄ hivizikenn.
23Hôgen mé hé lakai étré daouarn ar ré hô deûz da vuéléet, hag hô deûz lavaret d’as éné: Stou, m’az aimp ébiou; lékéat éc’h eûz da gorf ével eunn douar, hag ével eunn hen̄t d’ann dréménidi. ———— LII. PENNAD. Gloar ha vuelded ar Mési.