Levr Izaia 5:9
Kémen̄t-sé a zô deûet d’am diskouarn, émé Aotrou ann arméou: al lôd brâz a diez-zé, ann tiez-zé ker brâz ha ker kaer a vézo dizûd, ha na choumô dén é-béd enn-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 15:27Néb a zô gwall-biz a gâs ar reustl enn hé dî; hôgen néb a gasa ar roou, a vévô. Gan̄d ann drugarez hag ar feiz eo glanét ar béc’héjou; gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaio pép hini diouc’h ann drouk.
Isaiah 6:11Ha mé a lavaraz: Bété pégeit, Aotrou? Hag hén̄ a lavaraz: Kén na vézô glac’haret ha goullô ar c’heriou, hag ann tiez dizûd, ha ma vézô deûet ar vrô ével eunn distrô.
Isaiah 27:10Râg ann Aotrou a skuḻô war-n-hoc’h eur spéred a vôréd; serra a rai hô taoulagad: gôlei a rai hô proféded hag hô prin̄sed, péré a wél gwélédigésiou.
Amos 5:11O véza ma hoc’h eûz diwisket ar paour, ha ma hoc’h eûz skrapet d’ézhan̄ kémen̄d en dôa a wella, tiez a zavot gan̄t mein bén, ha na choumot két enn-hô; gwîniennou c’houék a blan̄tot, ha na évot két ar gwîn anézhô.