Levr Izaia 50:1
Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t: râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 25:39Mar d-eo kouézet da vreûr er baouren̄tez, ha mar d-eo en em werzet d’id, na waski két anézhan̄ gan̄t gwazoniez ar sklaved;
Nehemiah 5:5Ha bréma hor c’hîg a zô ével kîg hor breûdeûr; hag hor mipien ével hô mipien; ha chétu é lékéomp é gwazoniez hor mipien hag hor merc’hed, ha lôd eûz hor merc’hed a zô é sklavérez, ha n’hon eûz két péadrâ d’hô daspréna; râg hor parkéier, hag hor gwiniennou a zô é pers ar ré all.
Psalms 44:12Gwerzet éc’h eûz da bôbl hép gounid: hag évid nébeûd a drâ in̄t bet prénet.
Isaiah 59:1Spéred ann Aotrou a zô war-n-oun; dré-zé en deûz va éôliet ann Aotrou; va c’haset en deûz évit prézégi ann aviel d’ar ré gûn̄, évit iac’haad ar ré a zô man̄tret hô c’haloun, ha diougani hô diéréadur d’ar sklaved, hag ann dieûb d’ar ré a zô er bac’hiou.