The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 50

1Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t: râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.

2Deûz er-méaz eûz ar poultr, sâv: azez, Jéruzalem: torr chadennou da c’houzoug, ô sklavez merc’h Sion.

3Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Évit nétrâ oc’h bét gwerzet, hag héb arc’han̄t é viot dasprénet.

4Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Va fobl a ziskennaz gwéchall enn Ejipt, évit choum énô: hag Assur en deûz hé wasket héb abek.

5Hôgen bréma pétrâ a dléann-mé da ôber, émé ann Aotrou, pa eo kaset tûd va fobl er-méaz héb abek? Hô dréc’herien a wall-gas anézhô enn eunn doaré direiz, émé ann Aotrou, hag héd ann deiz é trouk-prézégon̄t gan̄t va hanô.

6Râk-sé é anavézô va fobl va hanô enn deiz-zé; ha mé péhini a gomzé gwéchall, chétu mé bréma.

7Péger kaer eo treid ann hini a ziougan hag a brézég ar péoc’h; a ziougan ar mâd, a brézeg ar zilvidigez, hag a lavar da Zion: Da Zoué a rénô!

8Da c’hédérien a gomzô; sével a rain̄t hô mouéz, hag é veûlin̄t kévret; rag hî a wélô gan̄d hô daoulagad pénaoz en dévézo ann Aotrou distrôet Sion.

9En em laouénait, ha meûlit kévret, distrôiou Jéruzalem, ô véza m’en deûz ann Aotrou dic’hlac’haret hé bobl, ha dasprénet Jéruzalem.

10Ann Aotrou en deûz diskouézet hé vréac’h san̄tel dirâg ann holl vrôadou; hag holl harzou ann douar a wélô silvidigez hon Doué-nî.

11It kuît, ît kuît, ît er-méaz ac’hanô, na likiid hô tourn war nétrâ a ve saotret; ît er-méaz eûz hé c’hreiz, en em c’hlanit, c’houi péré a zoug listri ann Aotrou.

12Râk n’az éot két er-méaz enn dispac’h, na gerzot két enn tec’h: râg ann Aotrou a iélo enn hô raok, ha Doué Israel hô strollô.

13Chétu va servicher a vézô poellek; hén̄ en em c’horréô, hag en em zavô, hag a vézô brâz-meûrbed.

14Ével ma eo bét saouzanet meûr a hini diwar da benn, ével-sé é vézô dic’hloar da wélout dirâg ann dûd, hag enn eunn doaré displéd dirâk bugalé ann dûd.

15Hén̄ a zourô kalz a vrôadou, ar rouéed a zerrô hô génou dira-z-han̄: râg ar ré da béré né oa két bét diouganet, her gwélô, hag ar ré n’hô doa két bét klévet hanô anézhan̄, hen arvestô. ———— LIII. PENNAD. Gloasiou ha marô ar C’hrist.

← Levr Izaia 49Read In The App, Free →Levr Izaia 51 →

Study Levr Izaia 50

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566