Levr Izaia 51:12
Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 92:7Pa vézô savet ar béc’herien ével ar géot; ha pa vézô en em ziskouézet ar ré holl péré a râ fallagriez; hî a vézô kollet da-vikenn.
Psalms 118:6Pell-amzer eo bét diavésiad va éné.
Proverbs 29:26Meûr a hini a glask sell ar prin̄s; hôgen ann Aotrou eo barner pép dén.
Isaiah 8:12Na livirit két: Dispac’h; râk kémen̄d a lavar ar bobl-zé eo dispac’h; n’hô pézet kéd a aoun râg ar pez a ra aoun d’ézhô, ha na spoun̄tit két.
Isaiah 40:1Chétu va servicher; hé zigémérout a rinn; va dilennet é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez; lékéat em eûz va spéred war-n-ézhan̄, hag hén̄ a embannô ar varn d’ar brôadou.