Levr Izaia 51
1Piou en deûz krédet d’hol lavar? Ha da biou eo bét disklériet bréac’h ann Aotrou?
2Sével a rai dirâg ann Aotrou ével eur vrousgwézen, hag ével eur c’hrisien a zeû eûz a eunn douar séac’h: n’en deûz na kaerded, na géned; hé wélet hon eûz, ha né oa nétrâ a gaer enn-han̄, a gémen̄t a rôjé c’hoan̄t d’é-omp d’hé wélout.
3Eunn dén displéd eo, hag ann distéra eûz ann dûd, eunn dén a c’hlac’har, hag a oar pétrâ eo gouzan̄vi; ével kuzet eo hé zremm; disprizet eo, ha n’hon eûz két hé anavézet.
4Kéméret en deûz évit-gwîr hon doaniou, hag hor glac’hariou en deuz douget: ha nî hon eûz hé zellet ével eunn dén lovr, ével eunn dén skôet gan̄d Doué ha vuéléet.
5Hôgen hén̄ a zô bét gôlôet a c’houliou enn abek d’hor fallagriézou; brévet eo bét enn abek d’hor gwallou; kastiz hor péoc’h a zô kouézet war-n-ézhan̄, ha gan̄d hé vlon̄sou omb bét iac’héet.
6Ni holl a zô en em faziet ével dén̄ved war hon hen̄t; pép-hini ac’hanomp a zô bét kildrôet; hag ann Aotrou en deûz hé garget eûz hor gwallou holl.
7Kenniget eo bét, ô véza ma eo bét fellet gan̄t-han̄; ha n’en deûz két digoret hé c’hénou; ével eunn dan̄vad da laza eo bét kaset, hag ével eunn oan mûd eo bét rôet d’ann touzer, ha na zigorô két hé c’hénou.
8Goudé ann an̄ken, goudé ar varn eo bét savet; piou a zanévellô hé wenn? Râg hén̄ a zô bét rannet euz a zouar ar ré véô; enn abek da béc’héjou va fobl em eûz skôet war-n-ézhan̄.
9Hag hén̄ a rôi ar ré fallagr évid hé véz, hag ann hini pinvidik évid hé varô; ô veza n’en deûz két gréat a fallagriez, ha n’eûz két bét a drôidel enn hé c’hénou.
10Hag eo bét fellet gan̄d ann Aotrou hé vrévi enn hé wander; mar rô hé éné évid ar péc’hed, é wélô hé wenn ô padout pell; hag ioul ann Aotrou a zévénô enn hé zourn.
11Hén a wélô ar frouez eûz a boan hé éné, hag hén̄ en dévézô hé walc’h. Ével ma eo reiz va servicher, é tidamallô meûr a hini gan̄d hé wiziégez; hag hén̄ a zougô hô fallagriézou.
12Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen. ———— LIV. PENNAD. Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.