Levr Izaia 51:7
Kenniget eo bét, ô véza ma eo bét fellet gan̄t-han̄; ha n’en deûz két digoret hé c’hénou; ével eunn dan̄vad da laza eo bét kaset, hag ével eunn oan mûd eo bét rôet d’ann touzer, ha na zigorô két hé c’hénou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 6:6Hag é kennigot el léac’h-zé hô sakrifisou-losk, hag hô viktimou, ann déogou, hag ar bréveûdiou eûz hô taouarn, hag hô kwéstlou, hag hô rôou, hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hoc’h éjenned hag eûz hô tén̄ved.
Psalms 40:8É rajenn da ioul. Va Doué, hé ioulet em eûz, hag em eûz lékéat da lézen é-kreiz va c’haloun.
Isaiah 51:1Piou en deûz krédet d’hol lavar? Ha da biou eo bét disklériet bréac’h ann Aotrou?
Jeremiah 31:33Trôet hô deûz hô c’hein d’in é léac’h trei hô daoulagad; pa zeskenn anézhô diouc’h ar min̄tin, ha pa hô c’hélennenn, né két fellet d’ézhô va zélaoui, na digémérout va c’hélen.
Luke 6:22Euruz é viot pa zeûi ann dûd d’hô kasaat, d’hô pellaat, d’hô mézékaat, da zisteurel hoc’h hanô é-c’hiz drouk enn abek da Vâb ann dén.