Levr Izaia 51:9
Hag hén̄ a rôi ar ré fallagr évid hé véz, hag ann hini pinvidik évid hé varô; ô veza n’en deûz két gréat a fallagriez, ha n’eûz két bét a drôidel enn hé c’hénou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 6:13Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout: ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.
Job 26:12Ar môriou en deûz strollet râk-tâl gan̄d hé ners, hag ar balc’hder en deûz trec’het gan̄d hé furnez.
Psalms 21:13Sâv, Aotrou, enn da ners; nî a ganô hag a veûlô da c’halloud enn hor c’hanaouennou. ———— XXI. PSALM. Évit ann divez, évit skoazel ar min̄tin̄. Psalm David.
Psalms 44:2Da zourn en deûz kaset-da-gét ar brôadou, hag éc’h eûz hô lékéat énô: glac’haret hag harluet éc’h eûz ar boblou-zé.
Psalms 44:24Râg hon éné a zô vuéléet er poultr; hâg hor c’hôv a zô staget oud ann douar.
Psalms 74:13Té éc’h eûz startéet ar môr gan̄d da nerz; flastret éc’h eûz pennou ann aéréven̄t enn douréier.