Levr Izaia 52:4
N’az péz kéd a aoun, râk na vézi két mézékéet, ha na zeûi két da rusia: n’az pézô kéd a véz, râg an̄kounac’haad a rî dismégan̄s da iaouan̄ktiz, ha n’az pézô mui a goun eûz a vézégez da in̄tan̄vélez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 2:3Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun, ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk, hag a zô c’hoaz dinam, pétrâ bennâg ma éc’h eûz va lékéat da zével enn hé énep, ha da c’hlac’hari anézhan̄ enn-aner.
Psalms 69:4Stan̄koc’h égét bléô va fenn eo ar ré a gasa ac’hanoun héb abek. Va énébourien péré a heskin ac’hanoun gan̄d direizded a zô krévéet; paéet em eûz ar péz n’em bôa két kéméret.
Isaiah 36:1Enn deisiou-zé Ézéc’hias a oé klan̄v ha daré da vervel; hag Isaias ar profed, mâb Amos, a iéaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Laka reiz enn da dî, râk té a varvô, ha na vévi mui.