The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 52

1En em veûl, grég vréc’han̄, pa na c’hanez két: en em veûl ha kân, pa na wilioudez két: râg ann hini a zô dilézet é deûz mui a vugalé, égéd ann hini é deûz eunn ozac’h, émé ann Aotrou.

2Astenn léac’h da delt, ha lédana ar c’hrec’hin a c’hôlô da deltou; na zalé két: hirra da gerdin, ha stard da dachou.

3Râk té a iélô a zéou hag a gleiz: da wenn é dévézô ar brôadou da zigwéz, hag a iélô da choum er c’hériou didûd.

4N’az péz kéd a aoun, râk na vézi két mézékéet, ha na zeûi két da rusia: n’az pézô kéd a véz, râg an̄kounac’haad a rî dismégan̄s da iaouan̄ktiz, ha n’az pézô mui a goun eûz a vézégez da in̄tan̄vélez.

5Râg ann hini en deûz da c’hréat a vézô da vestr d’id: Aotrou ann arméou eo hé hanô; ha da zaspréner eo San̄t Israel; Doué ann douar holl é vézô galvet.

6Râg ann Aotrou en deûz da c’halvet ével eur c’hrég dilézet, ha glac’haret a spéred, ével eur c’hrég a zô bét kaset-kuît adaleg hé iaouan̄ktiz, émé da Zoué.

7Évid eunn nébeûd amzer em eûz da zilézet, ha gan̄d eunn drugarez vrâz é strollinn ac’hanod.

8Distrôet em eûz va daoulagad diouz-id évit némeûr, é amzer va buanégez; hôgen gan̄t truez em eûz sellet ouz-id da-vikenn, émé ann Aotrou, da zaspréner.

9Gréat em eûz évid-od ar péz em eûz gréat é amzer Noé. Ével ma em eûz touet pénaoz na zigaschenn mui douréier Noé war ann douar; ével-sé em eûz touet pénaoz na vuanékafenn mui enn da énep, ha na damallfenn mui ac’hanod.

10Râg ar ménésiou a vézô kéflusket, hag ar c’hrec’hiennou a grénô; hôgen va zrugarez n’en em dennô két diouz-id; ha na vézô két horellet kévrédigez va féoc’h, émé ann Aotrou péhini en deûz truez ouz-id.

11Paour kéaz, péhini a zô bét ker pell horellet gan̄d ann arné, hép dic’hlac’har é-béd; chétu mé a zavô da vein enn hô reiz, hag a ziazézô ac’hanod gan̄t safirou.

12Sével a rinn da gériou kré gan̄t jasp (T), da bersier gan̄t mein kizellet, ha da holl harzou gan̄t mein dilennet.

13Da holl vugalé a vézô desket gan̄d ann Aotrou: hag hî hô dévézô kalz a béoc’h.

14Er reizded é vézi diazézet: pellaad a rî diouc’h ar man̄tr, hép m’az pézô aoun ra-z-han̄, ha diouc’h ar spoun̄t, ô véza na dostai két ouz-id.

15Chétu é teûi tûd da choum enn-od, ha na oan̄t két gan-én̄; hag ar ré a ioa divrôidi évid-od, en em unvanô gan-éz.

16Mé eo em euz gréat ar gôf péhini a c’houéz ann tân er glaou, évid ôber ar binviou a béré en deuz ézomm évid hé labour; mé eo em euz gréat al lazer évid dispenna pép-trâ.

17Kémen̄d arm a vézô bét gréat enn da énep n’az ai két râg-eunn; ha té a varno kémen̄t téôd a zavô enn da énep er varn. Hen-nez eo digwéz servichérien ann Aotrou; hag hô reizded dirâ-z-oun, émé ann Aotrou. ———— LV. PENNAD. Ann Aotrou a c’halv ann holl d’ar feiz.

← Levr Izaia 51Read In The App, Free →Levr Izaia 53 →

Study Levr Izaia 52

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566