Levr Izaia 52:7
Évid eunn nébeûd amzer em eûz da zilézet, ha gan̄d eunn drugarez vrâz é strollinn ac’hanod.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 59:13É deiz ann dispenn; pa vézin̄t dispennet gan̄d da vuanégez ha na vézin̄t mui. Hag hî a wézô pénaoz Doué a aotrouniô war Jakob, ha bétég harzou ann douar.
Psalms 93:1Ann Aotrou en deûz rénet; gloar en deûz gwisket; ann Aotrou en deûz gwisket nerz, hag eo en em c’hourizet. Râk startéet eo ar béd gan̄t-han̄ ha na vézô két kéflusket.
Psalms 97:1Ann Aotrou a rén; ra dridô ann douar; r’en em laouénai ann holl énézi.
Psalms 98:3Deûet eo koun d’ézhan̄ eûz he drugarez hag eûz hé wirionez é-kén̄ver tî Israel. Holl harzou ann douar hô deûz gwélet silvidigez hon Doué.