Levr Izaia 57:13
Péc’het hon eûz, gévier hon eûz lavaret a-éneb ann Aotrou; distrôet omp, évit na gerzchemp két war-lerc’h hon Doué, ô gwall-gomza, ô terri hé lézen; en̄géhen̄tet hon eûz, hag hon eûz ganet eûz hor c’haloun gériou gaou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 1:4Né két ével-sé é-kén̄ver ar ré fallagr; hôgen hi a zo ével ar poultr a zô skubet gan̄t ann avel diwar c’horré ann douar.
Psalms 37:9Râg ar ré a ra drouk a vézô kaset-da-gét; hôgen ar ré a c’hortoz ann Aotrou, hô dévézô ann douar évid hô digwéz.
Psalms 37:22Râg ar ré a vennig anézhan̄ hô dévézô ann douar da zigwéz; hag ar ré a villig anézhan̄ a vézô kollet a-grenn.
Psalms 37:34Gortoz ann Aotrou, ha mîr hé hen̄t; hag hén̄ a zavô ac’hanod, évit m’az pézô ann douar da zigwéz; ha pa vézô dispennet ar béc’herien, té a wélô.
Psalms 84:12N’hô dévézô diouer é-bed eûz (T) a vadou ar ré a valé enn dinamded. Aotrou ann arméou, euruz ann dén a laka hé c’héd enn-od. ———— LXXXIV. PSALM. Évid ann divez, Psalm évit mipien Koré.