The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 57

1Chétu né két berréet dourn ann Aotrou, évit na hellfé két dieûbi, ha né két pounnéréet hé skouarn, évit na hellfe két klévout.

2Hôgen hô fallagriézou eo hô deûz lékéat eur rann étré c’houi hag hô Toué, hag hô péc’héjou eo hô deûz kuzet hé zremm diouz-hoc’h, évit na zélaouô két ouz-hoc’h.

3Râg hô taouarn a zô saotret gan̄d ar goâd, hag hô piziad gan̄d ar fallagriez; hô muzellou hô deûz lavaret gévier, hag hô téôd gwall gompsiou.

4N’eûz dén a c’halv ar reizded, nag a varn gan̄t gwirionez; hôgen lakaad a réon̄t hô fisian̄s é nétrâ, ha na lévéron̄t némét gévier: ar c’hlac’har a en̄géhen̄ton̄t, hag ar fallagriez a c’hanon̄t.

5Viou aspik hô deûz dozvet, ha gwiad-kefnid hô deûz gwéet. Néb a zébrô euz hô viou, a varvô; ha ma hô lékéeur da wiri, é savô eur bazilik anézhô.

6Hô lien na rai két a ziḻad d’ézhô; n’en em c’hôlôin̄t két gan̄d hô labour; râk didalvez eo hô ôberiou, hag eul labour a fallagriez eo labour hô daouarn.

7Hô zreid a réd étrézeg ann droug, hag hî a hast da skuḻa ar goad dinam. Ménosiou didalvez eo hô ménosiou; gwastadur ha gwask n’eûz kén enn hô hen̄chou.

8Na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h, ha n’eûz két a reizded enn hô c’hamméjou; raven̄chou trôidelluz hô deûz en em c’hréat; piou-bennâg a gerz enn-hô na anavez két ar péoc’h.

9Râk-sé ar varnédigez a bella diouz-omp, hag ar reizded na hell két hon tizout; ar goulou a c’hortozomp, ha chétu ann dévalien; ar skéd, hag é valéomp enn amc’houlou.

10Pafala a réomp a-héd ar môgériou ével tûd-zall, toulbaba a réomp ével pa vemp dilagad; en em steki a réomp da grésteiz ével pa vé nôz, enn dévalien émomp ével tûd-varô.

11Iuda a réomp ével oursed, grougousa hag hirvoudi a réomp ével koulmed; ar varn a c’hôrtozomp, ha né két deûet; ar zilvidigez, hag eo pélléet diouz-omp.

12Râk paottet eo hor fallagriézou dira-z-oud, hag hor péc’héjou hô deûz tésténiet enn hon énep; râg hor gwallou a zô gan-é-omp, hag hor fallagriézou a anavézomp.

13Péc’het hon eûz, gévier hon eûz lavaret a-éneb ann Aotrou; distrôet omp, évit na gerzchemp két war-lerc’h hon Doué, ô gwall-gomza, ô terri hé lézen; en̄géhen̄tet hon eûz, hag hon eûz ganet eûz hor c’haloun gériou gaou.

14Ar varnédigez é deuz trôet hé c’hein d’é-omp hag ar reizded a zô éat pell: râk diskaret eo bét ar wirionez el leûr-géar, hag ann éeunded n’en deûz két géllet mon̄d enn-hi.

15Hag ar wirionez a zô bét an̄kounac’héet; hag ann hini a zô en em dennet diouc’h ann drouk a zô bét mac’het; hag ann Aotrou en deûz hé wélet; hag eo bét drouk dira-z-han̄, ô véza na oa mui a reizded.

16Hag hén̄ a wélaz pénaoz na oa mui a zén; hag é oé souézet ô véza na zavé hini enn hé énep; hag hé vréac’h hé-unan a zieûbaz anézhan̄, hag hé reizded hé-unan a gen-nerzaz anézhan̄.

17Râg hén̄ en deuz gwisket ar reizded ével eunn hobrégon, hag ar zilvidigez ével eunn tôk-houarn; ével eur zaé é wisk hé ven̄jan̄s, ével gan̄d eur van̄tel en em c’hôlô gan̄d hé oaz.

18En em ven̄ji a rai, kastiza a rai enn hé vuanégez ar ré a stourm out-han̄, ôber a rai d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t, disteûrel a rai d’ann énézi hervez hô ôberiou.

19Ar ré a zô war-zû ar c’hûs-héol a zoujô hanô ann Aotrou, hag ar ré a zô war-zû ar sâv-héol, hé c’hloar; pa zeûi ével eur ster c’harô lusket gan̄t spéred ann Aotrou;

20Pa zeûi eûz a Zion eunn daspréner, d’ar ré eûz a Jakob péré a zistrôi eûz hô fallagriez, émé ann Aotrou.

21Chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, émé ann Aotrou; va spéred, péhini a zô enn-od, ha va gériou, péré em euz lékéat enn da c’hénou, n’az ain̄t két kuît eûz da c’hénou, nag eûz a c’hénou da wenn, nag eûz a c’hénou gwenn da wenn, éme ann Aotrou, da vikenn. ———— LX. PENNAD. Gloar iliz ann Aotrou.

← Levr Izaia 56Read In The App, Free →Levr Izaia 58 →

Study Levr Izaia 57

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566