Levr Izaia 61:11
Hôgen koun a zô deûet d’ézhan̄ eûz a zeisiou ken̄t Moizez hag hé bobl. Péléac’h éma ann hini en deuz hô zennet eûz ar môr gan̄t meserien hé dropel? Péléac’h éma ann hini en deûz lékéat enn hô c’hreiz spéred hé Zan̄t?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 72:16Benniget ra vézô hé hanô enn holl gan̄tvédou; keit hag ann héol, é padô hé hanô. Hag holl vreûriézou ann douar a vézô benniget enn-han̄; ann holl vrôadou a embannô hé veûrded.
Isaiah 55:10El lôd brâz eûz da hen̄chou oud bét skuizet; ha n’éc’h eûz két lavaret: Éhana a rinn: ar vuézégez éc’h eûz kavet gan̄d da zourn; râk-sé n’éc’h eûz két va fédet.
Isaiah 62:2Teûzi a rajen̄t ével war eunn tân grisiaz; ann douréier a zeûjé ével tân, évit ma vijé brudet da hanô é-touez da énébourien, ha ma krénché ar brôadou dira-z-od.