The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 61

1Piou eo hé-man̄ a zeû eûz a Édom, gan̄d hé ziḻad livet eûz a Vosra? Hé-man̄ péhini a zo kaer enn hé zaé, hag a valé gan̄t kalz a ners. Mé eo, a gomz hervez ar reiz, hag a stourm évit savétei.

2Pérâg éta eo rûz da zaé, ha da ziḻad hen̄vel oud ré ann hini a vac’h ar gwîn er waskel?

3Va-unan em euz mac’het ar gwîn, ha né oa hini eûz ar boblou gan-en̄; hô mac’het em euz em frouden, hô gwasket em eûz em buanégez; hag hô goad a zô bét strin̄ket war va zaé, hag eo bét saotret gan-én̄ va holl ziḻad.

4Râk deiz ar ven̄jan̄s a zô em c’haloun, bloaz va dasprénadurez a zô deûet.

5Sellet em eûz enn-drô d’in, ha na oa dén évit va skoazella; klasket em eûz, ha na oa dén évit va c’hen-nerza; ha va bréac’h va-unan é deûz va dieûbet, ha va frouden va-unan é deûz va skoazellet.

6Ha mé em eûz gwasket ar boblou em frouden, hag em eûz hô mezviet em buanégez, hag em eûz diskaret hô ners d’ann douar.

7Koun em bézô eûz a drugarézou ann Aotrou; meûli a rinn ann Aotrou évit kémen̄d en deuz gréat enn hor c’hén̄ver, évid ann holl vadou en deûz rôed da di Israel, en deûz skuḻet war-nézhan̄ hervez hé vadélez, hag hervez al lôd brâz eûz hé drugarézou.

8Hag hén̄ en deûz lavaret: Koulskoudé va fobl eo; bugalé dinac’h in̄t; hag hén̄ a zô deûet da Zalver d’ézhô.

9Enn hô holl c’hlac’har né két bet glac’haret, hag ann éal a zô dira-z-han̄ en deûz hô dieûbet: enn hé garan̄tez hag enn hé drugarézou en deûz hô dasprénet; hô douget en deûz, hô c’horréet en deûz é péb amzer.

10Hôgen hi hô deûz hé héget, hag hô deûz glac’haret spéred hé Zan̄t; hag hén̄ a zô deûet da énébour d’ézhô hag en deûz stourmet out-hô.

11Hôgen koun a zô deûet d’ézhan̄ eûz a zeisiou ken̄t Moizez hag hé bobl. Péléac’h éma ann hini en deuz hô zennet eûz ar môr gan̄t meserien hé dropel? Péléac’h éma ann hini en deûz lékéat enn hô c’hreiz spéred hé Zan̄t?

12Péhini en deûz kéméret Moizez dré hé zourn déou, hag en deûz hé harpet gan̄t bréac’h hé veûrded; péhini en deûz rannet ann douréier enn hô raok, évid ôber d’ézhan̄ eunn hanô peûr-baduz:

13Péhini en déûz hô c’haset a-dreûz d’al loun̄k, ével eur marc’h enn distrô ha na strébo két.

14Ével eul loen a ziskenn er gompézen, en deûz hé rénet spéred ann Aotrou; ével-sé éc’h eûz rénet da bobl, évid ôber d’id eunn hanô a c’hloar.

15Sell eûz ann én̄v, ha gwél eûz da dî san̄tel, hag eûz a drôn da c’hloar. Péléac’h éma da oaz ha da ners? Péléac’h éma da garan̄tez vrâz ha da drugarézou? En em deûrel a réont war-n-oun.

16Râk té eo hon tâd; hag Abraham n’en deûz két hon anavézet, hag Israel n’en deûz két gwézet piou e oamp; hôgen té, Aotrou, a zô hon tâd, hag hon daspréner; ha peûr-baduz eo da hanô.

17Pérâg, Aotrou, éc’h eûs-té holl lékéat da fazia diwar da hen̄chou; hag éc’h eus-té kalédet hor c’halounou, évit na zoujemp két ac’hanod? Distrô, enn abek d’as servichérien, da vreûriézou da zigwéz.

18Ével nétrâ hô deûz piaouet da bobl san̄tel; hon énébourien hô deuz mac’het da zan̄tuar.

19Deûet omp, ével ma oamp er penn-ken̄ta pa na oaz két da Aotrou d’é-omp, ha pa na oa két galvet da hanô war-n-omp. ———— LXIV. PENNAD. Péden évit goulenni dieûb Israel.

← Levr Izaia 60Read In The App, Free →Levr Izaia 62 →

Study Levr Izaia 61

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566