Levr Izaia 61:7
Koun em bézô eûz a drugarézou ann Aotrou; meûli a rinn ann Aotrou évit kémen̄d en deuz gréat enn hor c’hén̄ver, évid ann holl vadou en deûz rôed da di Israel, en deûz skuḻet war-nézhan̄ hervez hé vadélez, hag hervez al lôd brâz eûz hé drugarézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 21:17Milliget eo ann hini a zilec’h harzou hé nésa; hag ann holl bobl a lavarô: Amen. 18 Milliget eo ann hini a laka ann dén-dall da fazia war ann hen̄t; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.
Job 42:10Ann Aotrou a zistrôaz ivé out pinijen Job, pa bédé hé-man̄ évid hé viñouned: hag ann Aotrou a zistolaz da Job ar péz en doâ ken̄t, daou-c’hémen̄d-all.
Isaiah 35:10Chétu pétrâ a leverrot da Ézéc’hias, roué Juda: Na douellet két ac’hanod da Zoué, é péhini é lékéez da fisian̄s, na lavar két: Na gouézô két Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.
Isaiah 51:11Hén a wélô ar frouez eûz a boan hé éné, hag hén̄ en dévézô hé walc’h. Ével ma eo reiz va servicher, é tidamallô meûr a hini gan̄d hé wiziégez; hag hén̄ a zougô hô fallagriézou.