Levr Izaia 63:14
Chétu va zervichérien en em laouénai, ha c’houi a vézô mézékéet; chétu va zervichérien a veûlô, hag a dridô enn hô c’haloun, ha c’houi a c’harmô é glac’har hô kaloun, hag a iudô é man̄tr hô spéred.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 22:4Ha pénaoz en deûz lôdennet d’é-hoc’h dré ar sort ann holl zôuar-man̄, adalek tû ar c’hûs-héol eûz ar Jourdan bétég ar môr brâz, pétrâ-bennâg ma choum c’hoaz kalz brôadou:
2 Samuel 7:23Ha béz’ éz eûz war ann douar eur vrôad ével da bobl Israel, évit pé-hini eo deûet Doué évid hé lakaat da bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha lakaad eunn hanô kaer d’ézhan̄, oc’h ôber burzudou brâz évit hô mâd, ha traou spoun̄tuz dirâk da bobl éc’h eûz tennet d’id eûz ann Éjipt, évit kouéza war ar vrô-zé, war he bobl ha war hé roué? 21 Râk stardet éc’h eûz d’id da bobl Israel da vikenn: ha té, Aotrou Doué, a zô deûet da Zoué d’ézhô.
Nehemiah 9:5Hag al Lévited Josué, ha Kedmihel, Bonni, Harebnia, Sérébia, Odaia, Sebnia, Fatahia a lavaraz: Savit, meûlit ann Aotrou, hô Toué, a vikenn da vikenn: ra vézô benniget hanô brâz da c’hloar gan̄t péb bennoz ho meûleûdi.
Jeremiah 32:20Ével-henn é lavar ann Aotrou: Mar gelleur terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz, hag ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann nôz, évit na vézô na deiz na nôz enn hé amzer:
Hebrews 4:8Râk ma en défé Jézuz hô lékéat enn éhan-zé, n’en divijé két komzet abaoé eûz a eunn deiz all.