The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 63

1Ar ré béré na lékéan̄t két hô fréder enn-oun, hô deûz va c’hlasket; ar ré béré na glaské két ac’hanoun, hô deuz va c’havet. Lavaret em euz: Chétu mé, chétu mé, da eur vrôad péhini na c’halvé két va hanô.

2Astenned em eûz va daouarn héd ann deiz étrézég eur bobl diskrédik, péhini a gerz enn eunn hen̄t ha né két mâd, oc’h heulia hé vénosiou;

3Étrézég eur bobl, péhini a ra dira-z-oun ar péz a dlé va argadi; péhini a lâz hostivou el liorsou, hag a râ sakrifisou war aotériou brikennou;

4Péhini a choum er bésiou, hag a gousk é templou ann idolou; a zebr kîk môc’h, hag a laka eur braoued di-zan̄tel enn hé listri,

5Péhini a lavar: Pella diouz-in, na dôsta két ouz-in, râk dic’hlan oud. Hî a vézô eur môged é deiz va frouden, enn tân hag a lôskô héd ann deiz.

6Chétu eo skrivet dira-z-oun: na davinn két, hôgen rôet ha distolet é vézô gan-én̄ war hô askré.

7Hô fallagriézou-c’houi, ha fallagriézou hô tadou kévret, émé ann Aotrou, péré hô deuz gréat sakrifisou war ar ménésiou, hag hô deûz va mézékéet war ar c’hrec’hiennou; hag é ven̄tinn hô ôberiou ken̄t enn hô askré.

8Ével-henn é lavar ann Aotrou: É-c’hîz, pa gaveur eur c’hreûnen gaer enn eur bôd-rézin, é lévéreur: na wall két anézhi, râk bennoz a zô war-n-ézhi; ével-sé é rinn é-kén̄ver va zervicherien, n’hô c’hollinn két holl.

9Eûz a Jakob é likinn eur wenn da zével, hag eûz a Juda unan a biaouô va ménésiou; hag ar ré em bézô dilennet hô dévézo é digwéz ann douar-zé, ha va zervicherien a choumô énô.

10Ar mésiou a vézô da barkou d’ann dén̄ved, ha traon̄ien Ac’hor da éc’hoaz d’ar zaoud, da ré va fobl, péhini en dévézô va c’hlasket.

11Hôgen c’houi, péré hoc’h eûz dilézet ann Aotrou, péré hoc’h eûz an̄kounac’héet va ménez san̄tel, péré hoc’h eûz savet eunn daol da zouéez ar madou, hag a skûḻ braoued-kennig war-n-ézhi;

12Mé hô lakai da gouéza dindân ar c’hlézé, hag holl é varvot el lazérez-zé; ô véza ma em eûz galvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet, ma em eûz komzet, ha n’hoc’h euz két klévet; ma hoc’h eûz gréat ann drouk dirâg va daoulagad, ha ma hoc’h eûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.

13Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu va zervichérien a zebrô, ha c’houi hô pézô naoun: chétu va zervichérien a évô, ha c’houi hô pézô séc’hed;

14Chétu va zervichérien en em laouénai, ha c’houi a vézô mézékéet; chétu va zervichérien a veûlô, hag a dridô enn hô c’haloun, ha c’houi a c’harmô é glac’har hô kaloun, hag a iudô é man̄tr hô spéred.

15Ha c’houi a zilézô hoc’h hanô ével eunn touadel d’am ré-zilennet; hag ann Aotrou Doué az lazô, hag a rôi eunn hanô all d’hé zervichérien.

16Ann hini a vézô benniget enn hanô-zé war ann douar, a vézô benniget é Doué ar wirionez; hag ann hini a douô war ann douar, a douô é hanô Doué ar wirionez; râg ann an̄kéniou ken̄t a vézô lékéat enn an̄kounac’h, hag a vézô kuzet dirâk va daoulagad.

17Râk mé a grouô én̄vou névez, hag eunn douar névez; ha na vézô mui a goun eûz ar ré gen̄ta, ha na zeûin̄t mui er spéred.

18Hôgen en em laouénaad a réot, hag é tridot da-vikenn er péz a grouinn; râk mé a ia da groui Jéruzalem enn tridérez, hag hé bobl el lévénez.

19Ha mé a dridô é Jéruzalem, hag en em laouénai em pobl; ha na vézô mui klévet enn hé c’hreiz a glemvan nag a c’harm.

20Na vézô mui énô a vugel a nébeûd a zeisiou, nag a gôziad ha na leûniô két hé zeisiou; râg ar bugel a gan̄t vloaz a varvô, hag ar péc’her a gan̄t vloaz a vézô milliget.

21Hî a zavô tiez, hag a choumô enn-hô; hî a blan̄tô gwini, hag a zebrô hé frouez.

22Na zavin̄t két a dî, évit ma choumô eunn all enn-han̄; na blan̄tin̄t két, évit ma tebrô eunn all; hôgen deisiou va fobl a vézô kenn hir ha deisiou ar wézen, ha labour hô daouarn a vézô hir-baduz.

23Va ré-zilennet na labourin̄t két enn-aner, ha na c’hanin̄t két enn an̄ken; râg gwenn benniget ann Aotrou é vézin̄t, hag hô bugalé bihan gan̄t-hô.

24C’hoarvézoud a rai pénaoz abarz ma c’harmin̄t, é klévinn out-hô ha pa gomzin̄t c’hoaz, mé hô sélaouô.

25Ar bleiz hag ann oan a beurô kévret, al léon hag ann éjenn a zebrô kôlô; hag ar poultr a vézô da voéd d’ann aer; na rain̄t két a zroug, ha na lazin̄t két war va holl vénez san̄tel, émé ann Aotrou. ———— LXVI. PENNAD. Kastiz ar ré-fallagr. Galvidigez ar Jen̄tiled.

← Levr Izaia 62Read In The App, Free →Levr Izaia 64 →

Study Levr Izaia 63

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566