Levr Izaia 7:20
Enn deiz-zé ann Aotrou a gasô, ével eunn aoten gôpret, ar ré a zô enn tû all d’ar ster, ha roué ann Assiried, évit touza ar penn, ha bléô ann treid, hag ann holl varô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
21Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: eunn dén a vagô eur vioc’h ha diou zan̄vadez;
Cross References
Isaiah 8:7Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar: hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,
Isaiah 9:14Hag ann Aotrou a skéjô diouc’h Israel ar penn hag al lôst, ar skourr kré hag ar vroennen, enn hévélep deiz.
Isaiah 10:15Ha fougéa a râ ar vouc’hal a-éneb ann hini a drouc’h gan̄t-hi? Ha dispac’ha a râ ann hesken oud ann hini a zach anézhi? Ével ma zavché ar wialen a-éneb ann hini a zâv anézhi, ha ma tispac’hché ar vâz, pétrâ-bennâg n’eo néméd eunn tamm koat.
Isaiah 24:1Aotrou, va Doué oud; da énori a rinn, hag é veûlinn da hanô; ô véza ma éc’h euz gréat burzudou, ha ma eo gwir da vénosiou peûr-baduz. Amen.