Levr Izaia 7
1É deisiou Ac’haz, mâb Joatan, mâb Ozias, roué Juda, Rasin roué Siria, ha Faséé, mâb Romélias, roué Israel, a biñaz étrézé Jéruzalem, évit stourmi out-hi; hôgen na helchon̄t két hé c’hémérout.
2Hag é oé rôet da anaout da di David pénaoz ar Siria é dôa gréat kévrédigez gan̄d Éfraim; ha kaloun Ac’haz, ha kaloun hé bobl a oé horellet, ével ma eo horellet gwéz ar c’hoajou gan̄d ann avel.
3Hag ann Aotrou a lavaraz da Isaias: Kéa da ziambrouga Ac’haz, té ha Jasub da vâb, péhini a zô choumet d’id, é penn ar c’han-dour eûz al lenn uc’héla, war hen̄t park ar c’hommer.
4Ha lavar d’ézhan̄: Gwél ma tavi; n’az péz kéd a aoun, ha na spoun̄tet két da galoun râg ann daou benn kéf-tân divôgéduz-zé, râk buanégez ha frouden Rasin, roué Siria, ha mâb Romélias:
5O véza ma eo dispac’het ouz-id ar Siria, Éfraim, ha mâb Romélias, ô lavarout:
6Piñomp a-énep Juda, stourmomp out-han̄, trec’homp-hén̄, ha lékéomp mâb Tabéel da roué enn hé greiz:
7Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Na zavô két, ha kémen̄t-sé na c’hoarvézô két.
8Hôgen Damas a vézô c’hoaz penn ar Siria, ha Rasin penn Damas: hag a-benn pemp ploaz ha tri-ugen̄t, Éfraim a éhanô da véza eur bobl.
9Ha Samari a vézô penn Éfraim, ha mâb Romélias penn Samari. Ma na grédit két, na viot két startéet.
10Hag ann Aotrou ô komza bépréd oud Ac’haz, a lavaraz:
11Goulenn eunn arouéz d’id digan̄d ann Aotrou da Zoué, pé eûz a wéled ann douar, pé eûz ann uc’héla eûz ann énv.
12Hag Ac’haz a lavaraz: Na c’houlenninn két, ha na demptinn két ann Aotrou.
13Hag Isaias a lavaraz: Sélaouit, éta, tî David: Ha nébeûd eo d’é-hoc’h béza heskinet ann dûd, ma fell d’é-hoc’h ivé heskina va Doué?
14Râk-sé ann Aotrou hé unan a rôi eunn arouéz d’é-hoc’h. Chétu é en̄géhen̄tô eur werc’hez, hag é c’hanô eur mâb, a vézô hanvet Emmanuel.
15Ann amann hag ar mél a zebrô, kén na wézô disteûrel ann drouk ha dilenna ar mâd.
16Râg abarz ma wézô ar bugel disteûrel ann drouk, ha dilenna ar mâd, é vézô dilézet ann douar a gaséez enn abek d’hô daou roué.
17Ann Aotrou a zigasô war-n-oud, ha war da bobl, ha war dî da dâd, gan̄d armou roué ann Assiried, deisiou ha n’in̄t két bét deûet abaoé ar rann eûz a Éfraim diouc’h Juda.
18Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a c’houibanô étrézég ar geliénen a zô er penn pella eûz a steriou ann Éjipt, hag étrézég ar wénanen a zô é douar Assur.
19Hag hî a zeûi, hag a ziskuizô holl é frouden ann traon̄iennou, hag é kéviou ar rec’hier, ha war ann holl wézigou, hag ann holl doullou.
20Enn deiz-zé ann Aotrou a gasô, ével eunn aoten gôpret, ar ré a zô enn tû all d’ar ster, ha roué ann Assiried, évit touza ar penn, ha bléô ann treid, hag ann holl varô.
21Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: eunn dén a vagô eur vioc’h ha diou zan̄vadez;
22Ha gan̄d al lôd brâz a léaz a rôin̄t, é tebrô amann; rak néb a vézô choumet é-kreiz ar vrô na zebrô német amann ha mél.
23Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: el lec’hiou holl é péré éz oa mil kéf-gwini, a dalié mil péz archan̄t, na vézô némét drein ha dréz.
24Gan̄t saésiou ha gan̄t gwarégou éz éor dî; râk na vézô némét drein ha dréz er vrô holl.
25Hag ann holl vénésiou péré a oa bét c’houennet gan̄d ar wiñed, na vézô mui énô a aoun râg ann drein hag ann dréz: é pép léac’h é peûrô ann éjenned, hag é vézô gwélet eul lôd brâz a zén̄ved. ———— VIII. PENNAD. Na helleur két énébi out barn Doué.