Levr Izaia 7:8
Hôgen Damas a vézô c’hoaz penn ar Siria, ha Rasin penn Damas: hag a-benn pemp ploaz ha tri-ugen̄t, Éfraim a éhanô da véza eur bobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Na zavô két, ha kémen̄t-sé na c’hoarvézô két.
9Ha Samari a vézô penn Éfraim, ha mâb Romélias penn Samari. Ma na grédit két, na viot két startéet.
Cross References
Ezra 4:2Hag ô véza deûet da gavout Zorobabel, ha prin̄sed ann tiadou, é léverchon̄t d’ézhô: Ra zavimp ann tî gan-é-hoc’h, râk nî ével-d-hoc’h hon eûz klasket hô Toué: ha nî hon eûz lazet viktimou d’ézhan̄ abaoé deisiou Asor-Haddan, roué ann Assiria, péhini en deûz hor c’haset aman̄.
Isaiah 17:1Béac’h Damas. Chétu Damas né vézô mui eur géar; hag hî a vézô ével eur bern mein eûz a eunn tî diskaret.
Hosea 1:6Hag hî a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur verc’h. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Galv-hi Didruez; râk n’am bézô mui a druez out tî Israel, hôgen enn an̄kounac’h hô likiinn.