Levr Izaia 8:18
Chétu mé hag ar vugalé en deûz rôet ann Aotrou d’in, da arouéz ha da vurzud enn Israel, a-berz Aotrou ann arméou a choum war vénez Sion,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Ha mé a c’hortozô ann Aotrou, péhini a gûz hé zremm ouc’h tî Jakob, hag é ken̄dalc’hinn er géd-zé.
Cross References
Psalms 9:11Kanit d’ann Aotrou péhini a choum é Sion: rôit da anaout hé labouriou é-touez ar boblou.
Psalms 22:30Ha va éné a vévô évit-han̄; ha va gwenn a zervichô anézhan̄.
Isaiah 7:3Hag ann Aotrou a lavaraz da Isaias: Kéa da ziambrouga Ac’haz, té ha Jasub da vâb, péhini a zô choumet d’id, é penn ar c’han-dour eûz al lenn uc’héla, war hen̄t park ar c’hommer.
Isaiah 8:3Hag é tôstaiz oud ar brofédez, hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Galv-hén̄; kémer buan ann dibourc’hou, kémer buan ar preiz.
Isaiah 14:32Ha pétrâ a vézô respoun̄tet da gannaded ar vrôad-zé? Pénaoz en deûz ann Aotrou diazézet Sion, ha ma lakai péorien hé bobl hé géd enn-han̄. ———— XV. PENNAD. Disman̄tr ar Voabited.
Isaiah 53:10Hag ével ma tiskenn ar glaô hag ann erc’h diouc’h ann én̄v, ha na zistrôon̄t mui dî; hôgen, ma touron̄t ann douar, m’az éon̄t dreist-han̄, m’hel lékéon̄t da gellida, da rei hâd d’ann hader, ha bara da zibri: