The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 8

1Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Kémer eul levr brâz, ha skrîv enn-han̄ gan̄t lizérennou ann dûd: Kémer buhan ann dibourc’hou, kémer buan ar preiz.

2Hag é kémériz daou dést féal, Urias ar bélek, ha Zac’harias, mâb Barac’hias:

3Hag é tôstaiz oud ar brofédez, hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Galv-hén̄; kémer buan ann dibourc’hou, kémer buan ar preiz.

4Rag abarz ma wézô ar bugel gervel hé dâd hag hé vamm, é vézô strapet galloud Damas, ha dibourc’hou Sâmari, é-raok roué ann Assiried.

5Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouz-in, ô lavarout:

6O véza ma en deûz ar bobl-zé distolet doureier Siloé, péré a réd éz-sioul, ha ma eo bét gwell gan̄t-han̄ sével gan̄t Rasin, ha gan̄t mâb Romélias:

7Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar: hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,

8Hag ô liva dré-holl, é treûzô Juda, hag éz ai bépréd, kén na vézô dour bétég ar gouzouk. Hag hî a astennô hé diou-askel, hag a c’hôlôi da zouar holl, ô Emmanuel.

9En em strollit, poblou, hag é viot trec’het; sélaouit, holl boblou a bell: En em grévait, hag é viot trec’het, en em c’hourizit, hag é viot trec’het.

10Kémérit kuzul, hag é vézô bévézet; rôid ursou, ha na vézin̄t két sévénet; râg éma Doué gan-é-omp.

11Râg evel-henn en deûz komzet ann Aotrou ouz-in; ô terc’hel ac’hanoun gan̄d hé zourn gallouduz en deûz va desket, gan̄d aoun na gerzchenn é hen̄t ar bobl-zé, hag en deûz lavaret d’in:

12Na livirit két: Dispac’h; râk kémen̄d a lavar ar bobl-zé eo dispac’h; n’hô pézet kéd a aoun râg ar pez a ra aoun d’ézhô, ha na spoun̄tit két.

13San̄télit Aotrou ann arméou hé-unan: ra vézô hén̄ hoc’h aoun hag hô spoun̄t;

14Hag hén̄ a vézô da zan̄télidigez d’é-hoc’h; ha da véan fazi, ha da garreg a harz évid ann daou dî a Israel; ha da spî ha da gollidigez évid ar ré a choum é Jéruzalem.

15Ha kalz anézhô a vézô stoket, hag a gouézô, hag a vézô brévet, hag a vézo dalc’het er rouéjou, hag a vézô paket.

16Liamm va zesténi, siell va lézen é-touez va diskibien.

17Ha mé a c’hortozô ann Aotrou, péhini a gûz hé zremm ouc’h tî Jakob, hag é ken̄dalc’hinn er géd-zé.

18Chétu mé hag ar vugalé en deûz rôet ann Aotrou d’in, da arouéz ha da vurzud enn Israel, a-berz Aotrou ann arméou a choum war vénez Sion,

19Ha pa livirin̄t d’é-hoc’h: Én̄vorit ar gelc’hierien hag ann diouganerien, péré a zoroc’h enn hô strôbinellou: Eur bobl hag hén̄ na én̄vor két hé Zoué, évid ar ré véô d’ar ré varô?

20Ha ken̄toc’h d’al lézen, ha d’ann desténi. Ma na gomzon̄t két hervez ar gér-zé, na vézô két a c’houlou min̄tin évit-hô.

21Ével tréménidi é vézin̄t war ann douar; kouéza a rain̄t, hag hô dévézô naoun; hag enn hô naounégez é savô droug enn-hô, hag é villigin̄t hô roué hag hô Doue, hag é séllin̄t ouc’h kréac’h.

22Hag hî a zellô ouc’h ann douar, ha chétu ar c’hlac’har, hag ann dévalien, ar fillidigez, hag ann an̄ken, hag ann amc’houlou a heûliô anézhô, ha na hellin̄t két tec’hout diouc’h ar reûsiou-zé. ———— IX. PENNAD. Reûsiou a dlé kouéza War Israel.

← Levr Izaia 7Read In The App, Free →Levr Izaia 9 →

Study Levr Izaia 8

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566