Levr Yirmia 1:5
Diagen̄t ma toaréiz ac’hanod é kôv da vamm, em eûz da anavézet; ha diagen̄t ma teûjez er-méaz eûz a gôv da vamm, em eûz da zan̄télet, hag em eûz da rôet da brofed é-touez ar brôadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout:
6Ha mé a lavaraz: A, a, a, Aotrou-Doué; chétu na ouzoun két komza, ô véza ma ounn eur bugel.
Cross References
Psalms 71:5Râk té eo va habaskded, ô Aotrou; va géd oud, Aotrou, adalek va iaouan̄ktiz.
Isaiah 49:1Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a heûl ar reizded, hag a glask ann Aotrou; arvestit ar méan a béhini oc’h bét trouc’het, hag ar poull doun a béhini oc’h bét tennet.
Jeremiah 1:10Chétu em euz da lékéat hiriô war ar brôadou, ha war ar rouan̄télésiou, évid diframma, ha dispenna, ha kolla, ha skiña, ha sével, ha plan̄ta.
Jeremiah 25:13Gwellait éta bréma hoc’h hen̄chou hag hoc’h ôbériou, ha sélaouit mouéz ann Aotrou, hô Toué; hag ann Aotrou en dévézô keûz eûz ann droug en deûz lavaret enn hoc’h énep.