The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 62-128) ◄ Levr ar Profed Isaias Levr ar Profed Jérémias. Keinvanou Jérémias. ► LEVR AR PROFED JÉRÉMIAS. ———— I. PENNAD Diougan disman̄tr Jéruzalem hag ar Judéa. 1 Geriou Jérémias, mâb Helsias, eûz ar véleien a ioa é Anatot, é douar Ben̄jamin.

2Gér ann Aotrou a zeûaz d’ézhan̄ é deisiou Josias, mâb Amon, roué Judas, enn trizékved bloaz eûz hé rén.

3Don̄d a réaz c’hoaz é deisiou Joakim, mâb Josias, roué Juda, bété divez ann unnékved bloaz eûz a Zédésias, mâb Josias, roué Juda, bété dizougadur Jéruzalem, er pempved mîz.

4Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout:

5Diagen̄t ma toaréiz ac’hanod é kôv da vamm, em eûz da anavézet; ha diagen̄t ma teûjez er-méaz eûz a gôv da vamm, em eûz da zan̄télet, hag em eûz da rôet da brofed é-touez ar brôadou.

6Ha mé a lavaraz: A, a, a, Aotrou-Doué; chétu na ouzoun két komza, ô véza ma ounn eur bugel.

7Hag ann Aotrou a lavaraz din: Na lavar két: Eur bugel ounn; râk da béléac’h-bennâg m’az kasinn, éz î; ha kémen̄d a c’hourc’héminn d’id, a liviri.

8N’az péz kéd a aoun ra-z-hô; râk mé a zô gan-éz évid da zieûbi, émé ann Aotrou.

9Hag ann Aotrou a astennaz hé zourn, hag hé stokaz out va génou; hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Chétu em eûz rôet va gériou enn da c’hénou.

10Chétu em euz da lékéat hiriô war ar brôadou, ha war ar rouan̄télésiou, évid diframma, ha dispenna, ha kolla, ha skiña, ha sével, ha plan̄ta.

11Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout: Pétrâ a wélez-té, Jérémias? Ha mé a lavaraz: Eur wialen évésiek a wélann.

12Hag ann Aotrou a lavaraz din: Gwélet mâd éc’h eûz, râg évésaad a rinn war va gér évit ma vézô sévénet.

13Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun eunn eil wéach, ô lavarout: Pétrâ a wélez-té? Ha mé a lavaraz: Eur pôd leûn a dân a wélann, hag hén̄ ô ton̄d eûz ann han̄ter-nôz.

14Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.

15Râk chétu é c’halvinn holl dûd rouan̄télésiou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou; hag hî a zeûi, hag a lakai pép-hini hé drôn é-tal persier Jéruzalem, ha war holl drô hé muriou, ha dirâg holl gériou Juda.

16Ha mé a lavarô gan̄t-hô va barnou war holl zrougiez ar ré hô deuz va dilézet, hô deûz dévet ézan̄s dirâk douéed all, hag hô deûz azeûlet labour hô daouarn hô-unan.

17Té éta, laka da c’houriz enn-drô d’id, sâv, ha lavar d’ézhô kémen̄d a c’h ourc’hémennann d’id. N’az péz két a aoun ra-z-hô, râk mé a rai pénaoz na vézô két spoun̄tuz hô dremm d’id.

18Râk mé a laka ac’hanod hiriô ével (T) eur géar gré, ével eur peûl houarn, ével eur vur arem, war ann douar holl, é-kén̄ver rouéed Juda, hag hé brin̄sed, hag hé véleien, ha pobl hé zouar.

19Hag hî a stourmô ouz-id, ha na vézin̄t két tréac’h d’id ô véza ma ounn gan-éz, évid da zieûbi, émé ann Aotrou. ———— II. PENNAD Dallen̄tez ar bobl Israel.

← Levr Izaia 66Read In The App, Free →Levr Yirmia 2 →

Study Levr Yirmia 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152