Levr Yirmia 10:21
Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou da dûd Anatot, péré a glask da vuez, hag a lavar: Na ziougan két é hanô ann Aotrou, gan̄d aoun na varvchez dré hon daouarn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 2:8Ar véleien n’hô deûz két lavaret: Péléac’h éma ann Aotrou? Hag ar ré a zalc’h al lézen n’hô deûz két va anavézet; hag ar vésérién hô deuz va gwallet; hag ar broféded hô deûz diouganet é hanô Baal, hag hô deûz heûliet ann idolou.
Jeremiah 8:9Ha na emwélinn két ar ré-zé, émé ann Aotrou? Ha na en em veñjo két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr?
Jeremiah 10:14Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na zâv két da c’harm ha da béden évit-hô: râk na zélaouinn két out-hô é amzer hô garm étrézég enn-oun, é amzer hô en̄krez.
Jeremiah 23:1Ann Aotrou a ziskouézaz d’in; ha chétu diou gést leûn a fiez lékéat dirâk templ ann Aotrou, goudé m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, dizouget Jékonias, mâb Joakim, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ar van̄sounérien, hag ar gôfed, eûz a Jéruzalem, hag hô c’haset da Vabilon.
Jeremiah 49:32Pénaoz eo bét skrapet ar gwéviou, ha lékéât ann tân er gwerniou; ha pénaoz ar vrézélidi a zô saouzanet.
Ezekiel 22:25Ar brofeded a zô b ét dispac’het enn hé c’hreiz; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.