Levr Yirmia 49:32
Pénaoz eo bét skrapet ar gwéviou, ha lékéât ann tân er gwerniou; ha pénaoz ar vrézélidi a zô saouzanet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 9:25Skuḻ da frouden war ar brôadou péré n’hô deûz két da anavézet, ha war ar brovin̄sou péré n’hô deûz két galvet da hanô: râg hî hô deûz débret Jakob, hag hô deûz hé loun̄ket; hé gaset hô deûz da-gét, ha kaset hé akéd da-nétrâ. ———— XI. PENNAD Doué a zifenn da Jérémias na bédô évit Juda hag évit Jéruzalem.
Jeremiah 25:23Hag hî a zigasaa Urias eûz ann Éjipt, hag a gasaz anézhan̄ dirâg ar roué Joakim, péhini a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé, hag a réaz teûrel hé gorf-marô é bésiou ann dûd dister.
Ezekiel 5:10Dré-zé ann tadou a zebrô hô bugalé enn da douez, hag ar vugalé a zebrô hô zadou; ha mé a rai va barnédigézou enn-od, hag a skiñô da zilerc’hiou é péb avel.
Ezekiel 12:14Ha mé a skiñô é pép tû ar ré holl a zô war hé drô; ar ré a zô da gennerz d’ézhan̄, hé holl vrézélidi; ha mé a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h.