Levr Yirmia 11:10
Eul lôd brâz a vésérien hô deûz dispennet va gwinien, mac’het hô deûz va lôd; lékéat hô deûz al lôden a garenn kémen̄t, ével eunn distrô eûzuz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 9:7Pa vézi éat enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id, mar kouéz é paouren̄tez unan eûz da vreûdeûr a choumô enn diabars da bersier da géar, na galédi két da galoun, ha na zerri két da zourn;
Judges 2:12Hag é tilézchon̄t ann Aotrou, Doué hô zadou, péhini en dôa hô zennet eûz a zouar ann Éjipt: hag éc’h heûḻchon̄t douéed a-ziavéaz, douéed ar boblou a choumé enn-drô d’ézhô, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Hag ann Aotrou a savaz drouk enn-han̄ enn hô énep (T),
Judges 2:19Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.
Psalms 78:8Gan̄d aoun na zeûjen̄t da véza, ével hô zadou, eur wenn direiz ha dichek; eur wenn péhini n’é deûz két miret hé c’haloun éunn; ha n’é deûz két rôet stard hé spéred da Zoué.
Isaiah 24:5Ével ar c’hrouéz enn eul léac’h séac’h, é vuéli safar ann diavésidi: lakaad a ri da zizec’ha nested ar ré gré, ével gan̄d ar c’hrouéz dindan eunn amzer gôlôet a c’hoabr.