Levr Yirmia 11
1Gwirion oud, ô Aotrou, ma strivann ouz-id; hôgen ra livirinn d’id ann traou reiz-man̄: Pérag éz â da vâd hen̄t ar ré fallagr; pérâg ar ré a dorr da lézen, hag a râ fallagriez, in̄t-hi euruz é pép trâ?
2Hô flan̄tet éc’h eûz, hag hî hô deûz taolet grisien; kreski a réon̄t, hag é tougon̄t frouez; tôst oud eûz hô génou, ha pell eûz hô digroazel.
3Hôgen té, Aotrou, éc’h eûz va anavézet, éc’h eûz va gwélet, hag éc’h eûz arnodet va c’haloun étrézég enn-od; stroll-hi ével eunn tropel a gaseur d’al lazérez; ha san̄téla anézhô é deiz hô lazérez:
4Bété pégeit é wélô ann douar, hag é tizec’hô géot ann holl barkou enn abek da zrougiez ar ré a choum enn-han̄? Al loéned hag ann evned a zô éat-da-gét, ô véza ma hô deûz lavaret: Na wélô két hon divez.
5Ma éc’h eûz bét kémen̄d a boan ô von̄d enn eur rédek war-lerc’h ar ré a gerzé war droad, pénaoz é helli-dé tizout ar ré a zô war varc’h? Mar d-oud dizaouzan enn eunn douar a béoc’h, pénaoz é ri-dé oud herder ar Jourdan?
6Râk da vreûdeûr hô-unan, ha tî da dâd, hô deûz ivé stourmet ouz-id, hag hô deûz garmet war da lerc’h a boéz penn; na gréd két d’ézhô, ha pa gomzchen̄t ouz-id gan̄d habaskded.
7Kuitéet em eûz va zî, dilézet em eûz va digwéz; lézet em eûz ann hini a garenn ével va éné étré daouarn hé énébourien.
8Va digwéz a zô deûet em c’hen̄ver ével eul léon er c’hoat; iûdet en deûz ouz-in; râk-sé am eûz hé gaséet.
9Hag eunn evn briz eo va digwéz d’in? Hag eunn evn livet dré holl eo? Deûit, en em strollit, holl loéned ann douar, hastit d’hé loun̄ka.
10Eul lôd brâz a vésérien hô deûz dispennet va gwinien, mac’het hô deûz va lôd; lékéat hô deûz al lôden a garenn kémen̄t, ével eunn distrô eûzuz.
11Hé gwastet hô deûz, hag hî hé deûz len̄vet étrézég enn-oun; man̄tret-brâz eo an douar holl, ô véza n'eûz hini a vijé poellek a galoun.
12Ar wastérien a zeûi dré an holl hen̄chou eûz an distrô, râk klézé ann Aotrou a wastô holl eûz ann eil penn d’égilé eûz ann douar; na vézô két a béoc’h da gîk é-béd.
13Gwiniz hô deûz hadet, hag hî a védô drein; eunn digwéz hô deûz bét, ha n’hô dévézô gounid é-béd diout-han̄; c’houi a gollô hoc’h holl frouez, enn abek da vuanégez ha da frouden ann Aotrou.
14Ével-henn é lavar ann Aotrou a-énep d'am holl amézéien fall, péré a laka hô dourn war ann digwéz em eûz lôdennet gan̄t va fobl a Israel: Chétu mé a dennô anézhô er-méaz euz ho douar, hag a dennô tî Juda eûz hô zouez.
15Ha pa em bézô hô zennet er-méaz, é tistrôinn out-hô, hag é trugarézinn anézhô; hag hô digasinn adarré, pép-hini enn hé zigwéz, ha pép-hini enn hé zouar.
16Hag ével-henn é c’hoarvézô: Ma en em gen̄télion̄t, ha mar teskon̄t hen̄chou va fobl, ha mar touon̄t dré va hanô, béô eo ann Aotrou, ével ma hô deûz desket d’am pobl toui dré Vaal; é vézin̄t savét é-touez va fobl.
17Ma na zélaouon̄t két, é tiframminn ar vrôad-zé bétég ar c’hrisien, hag é kollinn anézhi, émé ann Aotrou. ———— XIII. PENNAD Jérémias a erbéd ar Iuzevien da ôber pinijen.