Levr Yirmia 11:16
Hag ével-henn é c’hoarvézô: Ma en em gen̄télion̄t, ha mar teskon̄t hen̄chou va fobl, ha mar touon̄t dré va hanô, béô eo ann Aotrou, ével ma hô deûz desket d’am pobl toui dré Vaal; é vézin̄t savét é-touez va fobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 80:16Dévet eo bét gan̄d ann tân, ha bévézet holl; hag hî a vézô disman̄tret gan̄t garvder da zremm.
Psalms 83:2Râk chétu da énébourien hô deûz gréat trouz; hag ar ré a gasa ac’hanod hô deûz savet hô fenn.
Isaiah 27:11Hag ann holl wélédigésiou a vézô d’é-hoc’h ével geriou eul levr siellet, a vézô rôet da eunn dén a oar lenna, ô lavarout: Lenn-hén̄; hag hén̄ a lavarô: N’hellann két, râk siellet eo.
Jeremiah 21:14Péhini a lavar: Sével a rinn évid-oun eunn ti éc’hon, ha kamprou lédan; péhini a zigor kalz prénestrou, hag a râ koadachou gwéz-sedr, hag hô lîv gan̄t tané.
Ezekiel 20:47Ha lavar da goat ar c’hresteiz: Sélaou gér ann Aotrou: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a lakai ann tân da gregi enn-od, hag é tévinn enn-od ann holl wéz c’hlaz, hag ann holl wéz séac’h; ha na vougô két ar flamm eûz ann tân-zé: hag é vézô dévet gan̄t-han̄ ann holl zremmou adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.