Levr Yirmia 13:21
N’hol lez két da gouéza er vézégez enn abek d’as hanô, na daol két a zismégan̄s war-n-omp, nî trôn da c’hloar. Az péz koun, ha na laka két da véza didalvez ar gévrédigez éc’h eûz gréat gan-é-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Nî a anavez, Aotrou, hor gwallou, ha fallagriézou hon tadou, ô véza ma hon eûz péc’het enn da énep.
Cross References
Isaiah 13:8Hag a vézô brévet. Ar glizi hag ar gloasiou a zalc’hô anézhô; ével eur c’hrég é gwilioud é vézin̄t poaniet; gan̄t saouzan é sellô ann eil oud égilé; hô fennou a vézô ével pa ven̄t dévet gan̄d ann tân.
Isaiah 39:2Piou en deûz lékéat ann dén reiz da zével eûz ar sâv-héol, hag hé c’halvet da von̄t war hé lerc’h? Lékéat en deûz ar brôadou da bléga dira-z-han̄, hag ar rouéed en deûz lékéat dindân hé véli; hô lakaad a rai da bléga dindân hé glézé ével poultr; hô lakaad a rai da déc’hout dirag hé warek ével ar c’hôlô a ia gan̄d ann avel.
Jeremiah 5:31Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez? ———— VI. PENNAD Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.