The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 13

1Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias diwar-benn ar zec’hor.

2Daéraoui a râ ar Judéa, hag hé fersier a zô diskaret d’ann douar, hag hî dû holl, ha garm Jéruzalem a zô piñet.

3Ar ré vrâz hô deûz kaset ar ré vihan d’ann dour; hag hî a zô deûet évit pun̄sa; n’hô deûz két kavet a zour, hag hî hô deûz digaset hô listri goullô. Mézékéet ha glac’haret in̄t bét, ha gôlôet eo hô fenn gan̄t-hô.

4Al labourérien pa wélon̄t sec’hder ann douar, ha pénaoz na gouéz két a c’hlaô, a zô mézékéet-brâz, hag a c’hôlô hô fenn.

5Ar garvez é deûz alet er park, hag eo lézet hé c’harvik gan̄t-hi, ô véza na oa két a c’héot.

6Ann azéned c’houéz a biñ war ar rec’hier, hag a zic’houéz ann éar ével aéréven̄t; gwévet eo hô daoulagad, ô véza n’eûz két a c’héot.

7Mar teû hor fallagriézou da desténia enn hon énep, distol-hi diwaz-n-omp, Aotrou, enn abek d’as hanô: râk brâz eo hon dispac’hiou; péc’het hon eûz enn da énep.

8Géd Israel, hag hé zalver é amzer ann en̄krez, pérâg oud-dé ével eunn diavésiad enn douar-man̄, hag ével eunn ergerzer a zistrô évit nébeût enn eunn hostaléri?

9Pérâg é vézi-dé ével eunn dén kan̄tréer, pé ével eunn dén kré ha na hell két dieûbi? Hôgen té, Aotrou, a zô enn hon touez, ha da hanô a zô galvet war-n-omp: na zilez két ac’hanomp.

10Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar bobl-zé, péhini a gâr fin̄va hé dreid, ha na arzaô két, ha né két hétuz d’ann Aotrou: Bréma é teûiô da goun d’ézhan̄ hô fallagriézou, hag hén̄ a emvélô hô féc’héjou.

11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Na béd két ac’hanoun évit ma rinn vâd d’ar bobl-zé.

12Ha pa iunfen̄t, na zélaouinn két oud hô fédennou; ha pa gennigfen̄t d’in sakrifisou-losk, ha viktimou, n’hô digémérinn két: râg gand ar c’hlézé, ha gan̄d ann naoun, ha gan̄d ar vosen é tispenninn anézhô.

13Ha mé a lavaraz: A, a, a, Aotrou Doué; ar broféded a lavar d’ézhô: Na wélot két ar c’hlézé, ha na zeûiô két ann naounégez enn hô touez; hôgen ann Aotrou a rôiô d’é-hoc’h eur gwîr béoc’h el léac’h-man̄.

14Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Gévier hô deûz diouganet ar broféded em hanô. N’em eûz két hô c’haset, n’em eûz rôet gourc’hémenn é-béd d’ézhô, ha n’em eûz két komzet out-hô; gwélédigésiou gaou, darvoudou gwân, trôidellou ha touellérézou hô c’haloun hô-unân eo é tiouganon̄t d’é-hoc’h.

15Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar broféded péré a ziougan em hanô, péré n’em eûz két kaset, hag a lavar: Ar c’hlézé hag ann naounégez na vézin̄t két enn douar-man̄: gan̄d ar c’hlézé hag ann naounégez é vézô dispennet ar broféded-zé.

16Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed: râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.

17Hag é liviri d’ézhô ar gér-man: Va daoulagad a skûḻ daérou nôz-deiz, ha na éhanon̄t két; ô véza ma eo bét brévet gan̄d eur brévadur brâz ar werc’hez, merc’h va fobl, ha ma eo gwall zroug hé gouli.

18Mar d-ann er-méaz er parkou, chétu é kavann tûd lazet gan̄d ar c’hlézé; ha mar d-ann ébarz ar géar, chétu é wélann ré all dislébéret gan̄d ann naounégez. Ar broféded hag ar véléien a zô bét kaset ivé enn eunn douar ha na anavézen̄t két.

19Ha distolet ha dilézet eo Juda gan-éz? Hag argarzuz eo deuet Sion d’as éné? Pérâg éta éc’h eûz-té skôet war-n-omp, enn hévéïep doaré n’eûz iéc’hed é béd évid-omp? Ar péoc’h a c’hortozemp, ha n’eo deûet nétrâ a vâd; hag amzer ar barédigez, ha chétu ar strafiḻ.

20Nî a anavez, Aotrou, hor gwallou, ha fallagriézou hon tadou, ô véza ma hon eûz péc’het enn da énep.

21N’hol lez két da gouéza er vézégez enn abek d’as hanô, na daol két a zismégan̄s war-n-omp, nî trôn da c’hloar. Az péz koun, ha na laka két da véza didalvez ar gévrédigez éc’h eûz gréat gan-é-omp.

22Ha béz’ éz eûz hini é-touez skeûdennou ar brôadou a rôfé glaô? Pé ar goabrou hag hî a hell rei ann douréier? Ha né két té eo ann Aotrou hon Doué, a c’hortozomp? Râk té eo éc’h eûz gréat kémen̄t-se. ———— XV. PENNAD Ar Profed a béd évit-han̄ hé-unan. Doué a fréalz anézhan̄.

← Levr Yirmia 12Read In The App, Free →Levr Yirmia 14 →

Study Levr Yirmia 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152