Levr Yirmia 14:2
Ma lévéron̄t d’id: M’az aimp? Té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Piou-bennâg d’ar marô, d’ar marô; piou-bennâg d’ar c’hlézé; d’ar c’hlézé; piou-bennâg d’ann naounégez, d’ann naounégez; piou-bennâg d’ar sklavérez, d’ar sklavérez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 5:12Hôgen ann diou vioc’h a iéaz râg-éeun, dré ann hen̄t a gâs da Vetsamez; hag hî a iéa a zoug hô chamm, enn eur gerzout hag enn eur vléja; ha na drôen̄t nag a zéou nag a gleiz: ha prin̄sed ar Filistined a iéaz war hô lerc’h bétég harzou Betsamez.
Job 34:28Évit ma lakajen̄t da biña étrézég enn-han̄ garmou ar ré baour, ha ma klevche mouéz ar ré a zô enn dienez.
Isaiah 5:7Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez; hag ann éeunder, ha chétu garm.
Isaiah 24:4O véza ma oud deûet da ners ar paour, ners ann dén an̄kéniet enn hé c’hlac’har; hé zigémer enn arné, hé zishéol er c’hrouéz: râg gwen̄t ar ré c’halloudek a zô ével eunn arné en em daol oud eur voger.
Isaiah 24:11Hag hén̄ a astennô hé zaouarn dindan-han̄ ével ma astenn ann neûn̄ier hé zaouarn évit neûn̄i; hag ann Aotrou a vuélô hé valc’hder, oc’h hé vrévi étré hé zaouarn.
Jeremiah 4:28Ann douar a wélô, hag ann én̄vou a vézô é kan̄v a-ziouc’h, ô véza ma em euz lavaret: Mennet em eûz, ha n’em eûz két a geûz, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.