Levr Yirmia 14
1Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Ha pa zavché Moizez ha Samuel dira-z-oun, na drôjé két va c’haloun étrézég ar bobl-zé; taol anézhô a zira-z-oun, ha r’az ain̄t kuît.
2Ma lévéron̄t d’id: M’az aimp? Té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Piou-bennâg d’ar marô, d’ar marô; piou-bennâg d’ar c’hlézé; d’ar c’hlézé; piou-bennâg d’ann naounégez, d’ann naounégez; piou-bennâg d’ar sklavérez, d’ar sklavérez.
3Ha mé a gasô pévar zra out-hô, émé ann Aotrou: ar c’hlézé évid hô laza, ar châs évid hô diskolpa, hag evned ann én̄v, ha loéned ann douar évid hô dispenna hag hô loun̄ka.
4Ha me hô rôiô da frouden holl rouan̄télésiou ann douar; enn abek da Vanasez, mâb Ezéc’hias, roué Juda, évid kémen̄d en deûz gréat é Jéruzalem.
5Râk piou en dévézô truez ouz-id, Jéruzalem? Piou en em zoaniô enn abek d’id? Pé piou a bédô évit kaout da béoc’h?
6Va dilézet éc’h eûz, émé ann Aotrou; distrôet oud war da gîz. Mé a astennô va dourn war-n-od, hag a zispennô ac’hanod; skuîz ounn oc’h da erbédi.
7Ha mé a skiñô anézhô gan̄d ar gwen̄ter bétég harzou ann douar; lazet ha dispennet eo va fobl gan-én̄; ha koulskoudé n’in̄t két distrôet eûz hô hen̄chou.
8Paottoc’h eo lékéat hô in̄tan̄vézed gan-én̄ égét tréaz ar môr: kaset em eûz war-n-ézhô eunn énébour, en deûz lazet é-kreiz ann deiz ar vamm hag ar vugalé; eur spoun̄t brâz em eûz taolet war hô c’hériou.
9Ann hini é dôa ganet seiz gwéach a zo deûet da véza gwân, fatet eo hé éné; kuzet eo ann héol évit-hi, pa é oa c’hoaz deiz; méz é deûz, rusia a râ hag ar vugalé a choumô d’ézhi a rôinn d’ar c’hlézé dirâg hô énébourien, émé ann Aotrou.
10Gwâ mé, va mamm; pérâg éc’h eûz-té va ganet, mé eunn dén a zael, eunn dén a reûst enn douar holl? N’em eûz két rôet a arc’han̄t war gampi, ha dén n’en deûz rôet d’in arc’han̄t war gampi; hag ann holl a villig ac’hanoun.
11Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Enn divez é teûiô vâd d’id; mé az skoazellô é amzer ar c’hlac’har, hag é amzer ar reûst a-énep da énébourien.
12Hag ann houarn a hell en em gemmeski gan̄d houarn ann han̄ter-nôz, ha gan̄d ann arem?
13Da vadou ha da deñzoriou a rôinn d’ar preiz, enn da holl harzou, hép gôbr é-béd, enn abek d’ann niver eûz da béc’héjou.
14Mé a zigasô da énébourien eûz a eunn douar ha na anavézez két: râk kroget eo tân va frouden, ha war-n-hoc’h é losko.
15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
16Da lavariou em eûz kavet, hag em eûz hô loun̄ket; ha da c’her a zô deûet da zudi ha da lévénez d’am c’haloun: râk da hanô a zô bét galvet war-n-oun, ô Aotrou, Doué ann arméou.
17N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.
18Pérâk va foan ef-hi deûet da véza peûr-baduz? Ha va gouli da véza di-c’héd, hép ma helleur hé baréa? Deûed eo em c’hén̄ver ével douréier touelluz é péré n’helleur két fisiout.
19Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Mar tistrôez, é tistrôinn ac’hanod, hag é vézi stard dira-z-onn; ha mar rannez ar péz a zô talvouduz-brâz eûz ar péz a zô disléber, é vézi ével va génou-mé; hî a zistroiô étrézég enn-od, ha té na zistrôi két étrézég enn-hô.
20Ha mé a lakai ac’hanod é-kéñver ar bobl-zé ével eur vôger arem ha kré; hî a stourmô ouz-id, ha n’az trec’hin̄t két; râk mé a zô gan-éz, évid da warézi, ha da zieûbi, émé ann Aotrou.
21Ha mé az tennô eûz a zaouarn ar ré zroug, hag a zasprénô ac’hanod eûz a zourn ar ré gré. ———— XVI. PENNAD Ann Aotrou a zifenn oud ar Profed na zimézô.