Levr Yirmia 15:16
Chétu mé a gasô kalz a beskétérien, émé ann Aotrou, hag hî a beskétô anézhô; ha goudé-zé é kasinn d’ézhô kalz a hémolc’hidi a hémolc’hô anézhô eûz a bép ménez, eûz a bép krec’hien, hag eûz a géviou ar réc’hier.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 8:12Ann holl bobl éta a iéaz-kuît, évid dibri, hag éva, ha rei lôd d’ar ré all, hag ôber eul lévénez vrâz; râg hî hô dôa poellet ar geriou en dôa Esdras desket d’ézhô.
Psalms 19:10Hetusoc’h in̄t égét kalz a aour hag a vein talvouduz; ha c’houékoc’h éget mél ha dirennou-mél.
Jeremiah 14:9Ann hini é dôa ganet seiz gwéach a zo deûet da véza gwân, fatet eo hé éné; kuzet eo ann héol évit-hi, pa é oa c’hoaz deiz; méz é deûz, rusia a râ hag ar vugalé a choumô d’ézhi a rôinn d’ar c’hlézé dirâg hô énébourien, émé ann Aotrou.
Ezekiel 3:3Hag hen̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, da gôv a zébrô, ha da vouzellou a vezô leûniet gan̄d al levr a rôann d’id. Ha mé hé zébraz; hag hén̄ a zeûaz em génou c’houék ével ar mél.