The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 15

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout:

2Na gémeri két a c’hrég, ha n’az pézô két a vipien nag a verc’hed el léac’h-man̄.

3Râg ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar vipien hag ar merc’hed a zô ganet el léac’h-man̄, ha diwar-benn hô mammou péré hô deûz hô ganet, ha diwar benn hô zadou a wenn péré in̄t bét ganet er vrô-zé:

4Eûz a veûr a gléñved é varvin̄t. Na vézô két gwélet war-n-ézhô, ha na vézin̄t két bésiet; ével teil é vézin̄t war c’horré ann douar; gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez é vézin̄t bévézet; hag hô c’horfou-marô a vézô da voéd da evned ann én̄v, ha da loéned ann douâr.

5Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: N’az â két é tî ar banvez, n’az â két évit gwéla, nag évid hô dizoania; râk tennet em eûz va féoc’h digan̄d ar bobl-zé, émé ann Aotrou, va zruez ha va zrugarézou.

6Hag hî a varvô er vrô-zé brâz ha bihan; na vézin̄t két bésiet ha na vézô két gwélet war-n-ézhô; dén n’en em zidrouc’hô, pé en em voalai évit-hô.

7Na vézô két rannet a vara enn hô zouez évid dizoania ann hini a wélô war eunn dén marô, na vézô két roet da éva enn eur c’hôp d’ézhô évid hô dizoania diwar-benn hô zâd pé hô mamm.

8N’az â két é tî ar banvez, da azéza gan̄t-hô évid dibri hag éva.

9Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a dennô eûz al léac’h-zé dirâg hô taoulagad, hag enn hô teisiou, mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried.

10Ha pa rôi da anaout ann holl c’hériou-zé d’ar bobl-man̄, hag é livirin̄t d’id: Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotrou lavaret ann holl zrouk brâz-zé diwar hor penn? Pétrâ eo hor fallagriez? Pé béc’hed hon eûz nî gréat a-énep ann Aotrou, hon Doué?

11Té a lavarô d’ézhô: O véza ma hô deûz hô tadou va dilézet, émé ann Aotrou; ma hô deûz kerzet war-lerc’h douééd a-ziavéaz, ma hô deûz hô servichet hag hô azeûlet, ma hô deûz va dilézet, ha n’hô deûz két miret va lézen.

12Hôgen c’houi hoc’h eûz gréat c’hoaz gwasoc’h égéd hô tadou: râk chétu pép-hini ac’hanoc’h a valé war-lerc’h diroll hé wall galoun, ha na zélaou két ac’hanoun.

13Ha mé hô taôlô eûz ann douar-man̄; enn eur vrô ha na anavezit két, na c’houi nag hô tadou; hag énô é servichot nôz-deiz douéed a ziavéaz, péré na rôin̄t éhan é-béd d’é-hoc’h.

14Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô lavaret mui: Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann Éjipt:

15Hôgen: Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann han̄ter-nôz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô zaolet; ha mé hô digasô adarré enn douar em eûz rôet d’hô zadou.

16Chétu mé a gasô kalz a beskétérien, émé ann Aotrou, hag hî a beskétô anézhô; ha goudé-zé é kasinn d’ézhô kalz a hémolc’hidi a hémolc’hô anézhô eûz a bép ménez, eûz a bép krec’hien, hag eûz a géviou ar réc’hier.

17Râg béz’ éma va daoulagad war hô holl hen̄chou; n’in̄t két kuzet dira-z-oun, hag hô fallagriez né két bét kuzet a zirâk va daoulagad.

18Ha da gen̄ta é rôinn d’ézhô daou c’hémen̄t all évid hô fallagriézou hag hô féc’héjou; ô véza ma hô deûz saotret va douar gan̄t fléar hô idolou, ha ma hô deûz leûniet va digwéz gan̄d ho fallagriézou.

19O Aotrou, va ners, ha va c’hréfder, ha va herberc’h é deiz ann en̄krez; ar brôadou a zeûiô étrézég enn-od eûz a harzou ann douar, hag a lavarô: Gwir eo pénaoz hon tadou n’hô deûz bét némét gaou ha gwander, péré a zô bét didalvez d’ézhô.

20Hag ann dén a rai douéed évit-han̄ hé-unan, hag hî n’in̄t két douéed?

21Chétu éta é tiskouézinn d’ézhô ar wéach-man̄, é tiskouézin d’ézhO va dourn, ha va galloud; hag hî a wézô pénaoz ann Aotrou eo va hanô. ———— XVII. PENNAD Euruz eo ann hini a laka hé fisian̄s é Doué.

← Levr Yirmia 14Read In The App, Free →Levr Yirmia 16 →

Study Levr Yirmia 15

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152