Levr Yirmia 16:10
Mé eo ann Aotrou a furch ar galoun, hag a arnod ann digroazel; a rô da bép-hini hervez hé hen̄chou, hag hervez frouéz hé vénosiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Direiz eo kaloun ann holl dûd, ha dic’houiliuz; piou hé anavez?
Cross References
Jeremiah 2:35Hag éc’h eûz lavaret: Dibec’h ha dinam ounn, ha dré-zé distrô da frouden diouz-in. Chétu éta éz ann é barn gan-éz, pa éc’h euz lavaret: N’em eûz két péc’het.
Jeremiah 9:11Ével-henn éta é léverrot: Ann douéed péré n’hô deûz két gréat ann én̄vou hag ann douar, ra vézon̄t dispennet diwar ann douar, hag eûz a zindân ann én̄vou.
Jeremiah 22:8Hôgen: Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet ha digaset gwenn tî Israel eûz a zouar ann han̄ter-noz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô distolet; hag hî a choumô enn hô brô hô-unan.
Hosea 12:8Hô diarbenna a rinn ével eunn oursez a zô bét skrapet hé oursédigou digan̄t-hi, hag é tiroginn hô bouzellou: hag énô é loun̄kinn anézhô ével eul léon; ha léoned ar mésiou hô diframmô.