The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 16

1Péc’hed Juda a zô skrivet gan̄d eur bluen houarn hag eunn ivin diaman̄t; kizellet eo war daolen hô c’haloun, ha war gorniou hô aoteriou.

2O véza ma ho deûz hô bugalé dalc’het koun eûz hô aoteriou, eûz hô c’hoajou brâz, eûz hô gwéz deliouuz, eûz hô ménésiou huel,

3Eûz hô sakrifisou er parkou; é rôinn d’ann disman̄tr da ners, ha da holl den̄zoriou, ha da lec’hiou huel, enn abek d’as péc’héjou, dré da holl harzou.

4Té a choumô da-unan, hép da zigwéz, em bôa rôet did; da lakaad a rinn da zervicha da énébourien enn eunn douar ha na anavézez két; râk lékéat hoc’h eûz da gregi eunn tân em frouden, hag a loskô da-vikenn.

5Ével-henn é lavar ann Aotrou: Milliget eo ann dén a laka hé fisian̄s enn dén, hag en em c’hra eur vréac’h kîk: hag a denn hé galoun diouc’h ann Aotrou.

6Râg hén̄ a vézô ével brûg enn distrô, ha na wélô két pa zeûiô ar mâd; hôgen hen̄ a choumô er zec’hor enn distrô, enn eunn douar a bili ha didud.

7Benniget eo ann dén a laka hé fisian̄s enn Aotrou, hag a vézô ann Aotrou da c’héd d’ézhan̄.

8Hag hen̄ a vézô hen̄vel oud eur wézen plan̄tet war ann douréier, hag a astenn hé grisiou étrézég al leizded, ha na vézô két saouzanet pa zeûiô ar c’hrouéz; hé délien a vézô glâz, ha na vézô két é préder é amzer ar zec’hor ha na éhanô bikenn da rei frouez.

9Direiz eo kaloun ann holl dûd, ha dic’houiliuz; piou hé anavez?

10Mé eo ann Aotrou a furch ar galoun, hag a arnod ann digroazel; a rô da bép-hini hervez hé hen̄chou, hag hervez frouéz hé vénosiou.

11Ével ma c’hôr ar glujar viou ha n’é deûz két dozvet, ével-sé ar fallagr a zastum madou gan̄d direizted; é han̄ter hé zeisiou é tilézô anézhô, hag enn hé zivez é vézô diskian̄t.

12Trôn ar c’hloar a zô savet adaleg ar penn-ken̄ta; léac’h hor san̄télédigez eo.

13O Aotrou, géd Israel, ar ré holl a zilez ac’hanod, a vézô mézékéet; ar ré a bellai diouz-id, a vézô skrivet war ann douar, ô véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, feun̄teun ann douréier a vuez.

14Iac’ha ac’hanoun, Aotrou, hag é vézinn iac’h; dieûb ac’hanoun, hag é vézinn dieûbet; râk té eo va meûleûdi.

15Chétu hî a lavar d’in: Péléac’h éma gér ann Aotrou? Deûet.

16Hôgen mé n’ounn két bét strafiḻet, oc’h heûlia ac’hanod ével va méser; ha n’em eûz két c’hoan̄téet deiz ann dén; té her goar. Ar péz a zô deûet er-méaz eûz va muzellou, a zô bét éeun dira-z-od.

17Na véz két da spoun̄t d’in, té va géd é deiz ann en̄krez.

18Ra vézô mézékéet ar ré a heskin ac’hanoun, ha na vézinn két mézékéet-mé: ra vézin̄t spoun̄tet-hî, ha na vézinn két spoun̄tet-mé: kâs war-n-ézhô eunn deiz a en̄krez, ha mac’h anézhô gan̄d eur mac’hadur daou-c’hémen̄t.

19Ével-henn é lavaraz ann Aotrou d’in: Kéa, ha choum enn da zâ é-tâl porz bugalé ar bobl, dré béhini rouéed Juda a ia hag a zeû, hag é-tâl holl bersier Jéruzalem:

20Ha lavar d’ézhô: Sélaouit gér ann Aotrou, rouéed Juda, hag holl Juda, hag holl dûd Jéruzalem, péré a ia ébarz dré ar persier-man̄.

21Ével-henn é lavar ann Aotrou: Mirit hoc’h énéou, ha na zougit két a véc’hiou é deiz ar sabbat, ha n’hô c’hasit két ébarz dré bersier Jéruzalem.

22Ha na zougit két a véc’hiou er-méaz eûz hô tiez é deiz ar sabbat, ha na rit labour é-béd; hôgen san̄télit deiz ar sabbat, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’hô tadou.

23Hôgen n’hô deûz két sélaouet, ha n’hô deûz két dinaouet hô skouarn; kalédet hô deûz hô fenn, évit n’am c’hlevin̄t két, ha na zigémerin̄t két va c’hélen.

24Hag ével-henn é c’hoarvézô: Mar sélaouit ac’hanoun, émé ann Aotrou, ha ma na zougit két a véc’hiou dré bersier ar géar-man̄ é deiz ar sabbat, ha mar san̄télit deiz ar sabbat, héb ôber labour é-béd,

25Éz ai dré bersier ar géar-zé rouéed ha prin̄sed péré a azézô war drôn David hag a biñô war girri ha war gézek, hi hag hô frin̄sed, tûd Juda, hag ar ré a choum é Jéruzalem; hag ar géar-zé a vézô tudet da-vikenn.

26Hag é teûiô tûd eûz a gériou Juda, ha diwar drô Jéruzalem, hag eûz a zouar Ben̄jamin, hag eûz ar c’hompézennou, hag eûz ar ménésiou, hag eûz ar c’hrésteiz, péré a gasô hostivou ha viktimou, ha boéd-kennigou, hag ézañs; hag hô c’hasô é gwéstl é tî ann Aotrou.

27Hôgen ma na zélaouit két ac’hanoun, ô san̄téla deiz ar sabbat, hép dougen béc’hiou, hag hô lakaad da von̄t dré bersier Jéruzalem é deiz ar sabbat; mé a lakai ann tân enn hé fersier; hag hen̄ a zevô tiez Jéruzalem, ha na vougô két. ———— XVIII. PENNAD Dispac’h a-énep Jérémias.

← Levr Yirmia 15Read In The App, Free →Levr Yirmia 17 →

Study Levr Yirmia 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152