bible.software › Levr Yirmia › Levr Yirmia 16 › Levr Yirmia 16:26
Levr Yirmia 16:26
Hag é teûiô tûd eûz a gériou Juda, ha diwar drô Jéruzalem, hag eûz a zouar Ben̄jamin, hag eûz ar c’hompézennou, hag eûz ar ménésiou, hag eûz ar c’hrésteiz, péré a gasô hostivou ha viktimou, ha boéd-kennigou, hag ézañs; hag hô c’hasô é gwéstl é tî ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In Context
25Éz ai dré bersier ar géar-zé rouéed ha prin̄sed péré a azézô war drôn David hag a biñô war girri ha war gézek, hi hag hô frin̄sed, tûd Juda, hag ar ré a choum é Jéruzalem; hag ar géar-zé a vézô tudet da-vikenn.
27Hôgen ma na zélaouit két ac’hanoun, ô san̄téla deiz ar sabbat, hép dougen béc’hiou, hag hô lakaad da von̄t dré bersier Jéruzalem é deiz ar sabbat; mé a lakai ann tân enn hé fersier; hag hen̄ a zevô tiez Jéruzalem, ha na vougô két. ———— XVIII. PENNAD Dispac’h a-énep Jérémias.
Read all of Levr Yirmia 16
This Verse In Other Editions
Study Levr Yirmia 16:26