Levr Yirmia 17:23
Hôgen té, Aotrou, a oar ann holl guzuliou hô deûz gréat em énep évit va laza; na zistol két hô fallagriez d’ézhô, ha na denn két hô féc’héjou a zira-z-od; ra vézin̄t diskaret dirazod, dispenn-hi é amzer da frouden. ———— XIX. PENNAD Pôd prî torret gan̄t Jérémias.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 50:17Râk té éc’h eûz kaséet ar c’hélen; hag éc’h eûz taolet va geriou adré d’id.
Proverbs 1:5Ann dén fûr hô c’hlevô, hag a zeûiô da véza furoc’h; hag ann dén poellek a zeskô en em réna.
Proverbs 8:10Digémérit va c’hélen, ha nann ann arc’han̄t; dilennit ken̄toc’h ar gélennadurez égéd ann dour.
Isaiah 48:4Ann Aotrou en deûz rôet d’id eunn téôd gwiziek, évit ma hellinn harpa gan̄d ar gér ann hini a zô skuîz, diouc’h ar min̄tin é sâv ac’hanoun, diouc’h ar min̄tin é sâv va skouarn, évit ma sélaouinn anézhan̄ ével eur mestr.
Jeremiah 6:8En em gélenn, ô Jéruzalem, gan̄d aoun n’en em denché va éné diouz-id; gan̄d aoun n’az lakajenn da véza eunn distrô hag eunn douar didud.