Levr Yirmia 2:18
Ha bréma pétra a fell d’id é hen̄t ann Éjipt, éva dour lagennek? Ha pétrâ a fell did é hen̄t ann Assiried, éva dour ar ster?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 13:3Adalek ar ster dour téval, a zoura ann Éjipt, bétég harzou Akaron, étrézeg ann han̄ter-nôz: douar Kanaan, péhini a zô rannet étré ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hini Gaza, hini Azot, hini Askalon, hini Get, hag hini Akaron.
Isaiah 23:3Disman̄tret é vézô ann douar; preizet é vézô; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
Isaiah 30:2Ann dén-zé a vézô ével eur gwasked oud ann avel, hag eur vôden oud ann arné; ével goueriou dour enn eunn douar séac’h, ha skeûd eur roc’h uc’hel enn eunn douar skarnilet.
Jeremiah 2:36Pégen disprizet oud deûet da véza, ô von̄d adarré enn da hen̄chou! Mézékéet é vézi gan̄d ann Éjipt, ével ma oud bét mézékéet gan̄d ann Assiria.
Jeremiah 37:5Hôgen armé ar C’haldéed a iéaz war hô lerc’h; hag hî a bakaz Sédésias é kamp distrô Jériko; hag ô véza hé géméret é kaschon̄t anézhan̄ da Nabukodonosor, roué Babilon, é Réblata, a zô é brô Émat; hag hé-man̄ a zougaz hé varn.