Levr Yirmia 2
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout:
2Kéa, ha garm é diskouarn Jéruzalem, ô lavarout: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Koun em eûz bét ac’hanod, truez em eûz bét oud da iaouan̄ktiz, hag oud ar garan̄tez am bôé évid-od p’az kémériz da c’hrég, pa zeûjoud war va lerc’h enn distrô, enn eunn douar ha na oa két bét hadet.
3Israel a zô bét gwéstlet d’ann Aotrou; préveûdi hé frouez eo; kémen̄d hini a loun̄k anézhan̄ a ra eunn torfed; droug a gouézô war-n-ézhô, émé ann Aotrou,
4Sélaouit gér ann Aotrou, ti Jakob, ha c’houi holl dûd tî Israel.
5Ével-henn é lavar ann Aotrou: Pé fallagriez hô deûz kavet hô tadou enn-oun, pa in̄t pelléet diouz-in, pa hô deuz kerzet war-lerc’h ann didalvédigez, hag in̄d deûet didalvez hô-unan?
6Ha n’hô deûz két lavaret: Péléac’h éma ann Aotrou, péhini en deûz hôl lékéat da biña eûz a zouar ann Éjipt; péhini en deuz hor c’haset dré ann distrô, a-dreûz da eunn douar didûd ha dihen̄t, a-dreûz da eunn douar séac’h, ha skeûden ar marô, a-dreûz da eunn douar dré béhini n’eo kerzet dén, é péhini n’eo choumet dén?
7Hô lékéat em eûz da von̄t enn eunn douar strujuz-meûrbéd, évit ma tebrfac’h hé frouez, hag hé holl vadou; ha pa oc’h bét éat enn-han̄, hoc’h eûz saotret va douar? Ha gréat eûz va digouéz eul léac’h a argarzidigez.
8Ar véleien n’hô deûz két lavaret: Péléac’h éma ann Aotrou? Hag ar ré a zalc’h al lézen n’hô deûz két va anavézet; hag ar vésérién hô deuz va gwallet; hag ar broféded hô deûz diouganet é hanô Baal, hag hô deûz heûliet ann idolou.
9Râk-sé é teûinn c’hoaz é barn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou, hag é strivinn oud hô pugalé.
10Tréménit é énezi Sétim, ha gwélit; kasit da Zédar, hag évésait mâd; ha gwélit hag éz eûz énô eunn dra hén̄vel.
11Hag hi hô deûz kemmet hô douéed, péré évit-gwîr n’in̄t két douéed; ha koulskoudé va fobl en deûz kemmet hé c’hloar évid eunn idol.
12O én̄vou, skrijit gan̄d estlam diwar-benn kémen̄t-se; dôriou ann én̄v, bézit man̄tret, émé ann Aotrou.
13Râk daou zroug en deûz gréat va fobl: va dilézet hô deûz, mé feun̄teun ann dour béô, ha toullet hô deûz évit hô pun̄sou dour glaô; pun̄sou skarret, péré na hellon̄t két derc’hel ann dour.
14Ha sklâv eo Israel, pé mâb eur sklav? Pérâg éta eo deûet da breiz?
15Al léoned a zô en em daolet war-n-ézhan̄ enn eur iuda, hag enn eur c’harmi, enn eunn distrô hô deûz lékéat hé zouar; hé geriou a zô bét dévet, ha na choum dén enn-hô.
16Bugalé Menfis ha Tafnez hô deûz da wallet bétég ar penn.
17Ha né két bét c’hoarvézet kémen̄t-sé gan-éz, ô véza ma éc’h eûz dilézet ann Aotrou da Zoué, enn amzer ma réné ac’hanod enn da hen̄t?
18Ha bréma pétra a fell d’id é hen̄t ann Éjipt, éva dour lagennek? Ha pétrâ a fell did é hen̄t ann Assiried, éva dour ar ster?
19Da zrougiez az tamallô, ha da hérez a zavô enn da énep. Gwéz ha gwél pénaoz eo fall ha c’houerô d’id béza dilézet ann Aotrou da Zoué, ha béza dizouj diouz-in, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
20Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret: Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.
21Hôgen mé em eûz da blan̄tet ével eur winien dilennet, deûed holl eûz a had mâd. Pénaoz éta oud-dé trôet évid-oun enn eur blan̄ten fall, gwinien a-ziavéaz?
22Ha pa en em walc’hfez gan̄t nitr, ha pa lakajez gan̄t-han̄ kalz a louzou borit, é vézi saotret dira-z-oun enn da fallagriez, émé ann Aotrou Doué.
23Pénaoz é lévérez: N’ounn két saotret, n’em euz két kerzet war-lerc’h Baal? Gwél da gamméjou enn draonien, ha gwéz pétrâ éc’h eûz gréat; ével eur réder skan̄v a gerz buan enn hé hen̄t.
24Ann azen-c’houéz boazet enn distrô, é ioul hé galoun a vûs c’houéz ann hini a gâr; nétrâ na hell hé zistrei. Kémen̄d hini hê c’hlasko-hi, n’hô dévézô kéd a boan; enn hé misiou é kavin̄t anézhi.
25Mîr oud da droad n’az ai enn-noaz, hag oud da c’houzouk n’en dévézô séc’hed. Ha té éc’h eûz lavaret: Kollet eo ar géd gan-én̄; bikenn n’her grinn; râg ann diavésidi a garann-kaer, hag éz inn war hô lerc’h.
26Ével ma eo mézékéet eul laer pa eo paket, ével-sé eo bét mézékéet tî Israel, hî, hô rouéed, hô frin̄sed, hô béléien, hag hô proféded;
27Péré hô deûz lavaret d’ar c’hoat: Va zâd oud; ha d’ar méan: Va ganet éc’h eûz: trôed hô deuz hô c’hein d’in, ha nann hô dremm; hag é amzer hô an̄ken é livirin̄t: Saô, ha dieub ac’hanomp.
28Péléac’h éma da zouéed, péré éc’h eûz gréat évid-od? Ra zavin̄t ha ra zieûbin̄t ac’hanod é amzer da an̄ken; râk kenn aliéz a zouéed hag a gériou éz pôa, ô Juda.
29Pérâg é fell d’é-hoc’h don̄d é barn gan-én̄? Holl hoc’h eûz va dilézet, émé ann Aotrou.
30Enn-aner eo em eûz skôet gan̄d hô pugalé, n’hô deûz két digéméret ar c’helen; hô klézé en deûz loun̄ket hô proféded; ével eul léon gwaster eo hô kwenn.
31Klévit gér ann Aotrou: Hag eunn distrô ounn deûet évid Israel, pé eunn douar divézad? Pérâg éta en deûz lavaret va fobl: Mon̄d a réomp kuît, na zeûimp mui étrézég enn-od?
32Hag an̄kounac’haad a ra eur plac’h-iaouan̄k hé braven̄tésiou, pé eur c’hrég hé gouzougen? Ha koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet pell-amzer.
33Pérâg é fell d’id diskouéza é vé mâd da hen̄t, évit klaskout va c’haran̄tez, pa éc’h eûz desket d’ar ré all da hen̄chou ar ré falla;
34Hag eo bét kavet enn da zaouarn goad ann énéou paour ha dinam? Né két er bésiou em eûz hô c’havet, hôgen el lec’hiou a béré em eûz gréat mének ken̄t.
35Hag éc’h eûz lavaret: Dibec’h ha dinam ounn, ha dré-zé distrô da frouden diouz-in. Chétu éta éz ann é barn gan-éz, pa éc’h euz lavaret: N’em eûz két péc’het.
36Pégen disprizet oud deûet da véza, ô von̄d adarré enn da hen̄chou! Mézékéet é vézi gan̄d ann Éjipt, ével ma oud bét mézékéet gan̄d ann Assiria.
37Râk don̄d a rî er-méaz anézhi, da zaouarn war da benn; ô véza ma vrévô ann Aotrou da fisian̄s, ha na denni gounid é-béd anézhan̄. ———— III. PENNAD Framm ann daou dî eûz a Israel hag eûz a Juda.