Levr Yirmia 20:13
Chétu mé a zeû d’az kavout, té péhini a zô diazézet enn eunn draonien ha war eur roc’h stard, émé ann Aotrou; c’houi péré a lavar: Piou a drec’hô ac’hanomp? Ha piou a zeûiô enn hon tiez?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 34:6Ar paour-zé en deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-han̄ hag en deûz hé zieûbet eûz hé holl en̄krézou.
Psalms 35:10Va holl eskern a lavarô: Aotrou, piou a zô hén̄vel ouz-id? Te eo a denn ann ézommek eûz a zaouarn ar ré a zô kréoc’h égét-han̄, hag ann tavan̄tek hag ar paour eûz a zaouarn ar ré a wast anézhan̄.
Psalms 72:4Hag hén̄ a badô en̄dra ma vézô héol ha loar, a-rumm-é-rumm.
Isaiah 25:4Lékéat hoc’h eûz hô kéd enn Aotrou da-vikenn, enn Aotrou Doué kré bépréd.
James 2:5Sélaouit, va breûdeûr kér, ha n’en deûz két Doué dilennet ar ré a zô paour er béd-man̄, évit béza pinvidik er feiz, hag héred ar rouan̄télez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄?